Athena pe Athene (en atteg Ἀθηνᾶ / Athênã pe en ionieg Ἀθήνη / Athếnê) a oa un doueez e relijion Henc'hres. Tennañ a ra d'an doueez Minerva gant ar Romaned.

Thumb
Athena oc’h arvestal, izelvos, war-dro  460 kent JK, mirdi an Akropol.

Anvioù all

Pallas, pe Athena Pallas, pe Pallas Athene, a vez graet anezhi ivez, evel en Odysseia.

Hippeia pe Athena Hippeia a veze graet anezhi a-wechoù ivez.

Ganedigezh

Merc'h e oa da Zeus ha d’an Okeanidenn Metis, a oa gwreg kentañ mestr an doueed ha doueez an ijin hag an ampartiz (mễtis, « kuzul »). Ouranos, an oabl steredek, en devoa kemennet da Zeus e vije tennet e gurunenn digantañ gant ur mab da v-Metis. Neuze, kerkent ha klevet gantañ e oa Metis o tougen, e reas Zeus e soñj da lonkañ ar bugel (a-benn ar fin ne rae nemet evel Kronos e dad, hag en devoa lonket e vugale ivez. Un nebeud mizioù war-lerc’h e oa tapet an doue meur gant ar boan-benn war lez al lenn Triton (tud zo a lavar e oa un andon, pe ur stêr). Hag eñ goulenn digant Hefaistos, doue ar govelioù, faoutañ e benn outañ gant ur vouc’hal, evit lakaat ar boan da vont er-maez. Hag Athena da ziflukañ, skoed ha goaf ganti, eus penn Zeus en ur leusker ur youc’hadenn-vrezel.

Thumb
Pallas hag an den-marc'h, livet gant Botticelli e 1482.

Diwezhatoc’h e veze gwelet evel merc’h he zad, ha netra ken. En Eumenided Aisc'hylos e lavar-hi : « Mamm ebet n’em eus bet da reiñ buhez din ». Evel Hestia hag Artemis eo ur werc'hez ha n'he deus darempred ebet gant gwazed. Buan ez a d'an Olympos hag ul lec'h a bouez eo hec'h hini. Merc'h muiañ karet Zeus eo, ha reiñ he goulenn a ra an doue meur atav dezhi, kenkoulz hervez an Ilias evel hervez an Odysseia. Evel he zad Zeus e c'hall teurel kurun ha tan-taran. Pa vez touet e vez graet dre hec'h anv ken alies ha ma vez graet dre Apollon pe dre Zeus.

Doueez kêr Aten eo, met evel doueez ar furnezh, aroueziet gant ar gaouenn hag ar barr olivez, ez eo brudet ar muiañ.

Maeronez al labour-dorn

Un doueez a zegas gwellaenn eo Athena e kêr Aten, ma'z eo azeulet abalamour m'he deus sikouret gwellaat an doareoù da labourat douar.

Hi an hini a ziskouez da Eric'hthonios penaos ober ur c'harr[1], ha da z-Danaos, e Rodos, penaos ijinañ ul lestr a 50 roeñv — e mojenn an Argonaoted ivez eo hi a ziskouez penaos sevel al lestr Argo. Gwarezerez an artizaned hag al labourerien eo, ha graet e vez Ἐργάνη / Erganê, « al labourerez », anezhi.

Kement tra nezet ha gwriet zo dindan he gwarez, evel ma tiskouez mojenn Arac'hne, troet e kevnidenn abalamour m'he devoa fougeet e neze gwelloc'h eget an doueez. Alies e vez kaoz anezhi gant gwerzhid pe karr-nezañ[2].

Bez' ez eo ivez Ὑγεία / Hygeia, diwallerez yec'hed an tiegezh.

Barn Paris

Ur pennad barnadenn Paris zo ivez.
Thumb
Afrodite dirak Paris, hag Athena (en tu kleiz pellañ) ha Hera en o c'hichen. Barn Paris gant Enrique Simonet, war-dro 1904
Thumb
Paris o reiñ an aval da Afrodite, hag Athena oc'h ober selloù du. Barn Paris gant Anton Raphael Mengs, war-dro 1757

Perzhioù

  • glaukôpis (γλαυκῶπις), liv pers he lagad,
  • polyboulos (πολύϐουλος), mat hec'h alioù
  • tygater Dios aigiokhoio (θύγατερ Διὸς αἰγιόχοιο), merc'h Zeus dougerez-aigis

Nevedoù

Arouezioù

  • loen arouez: ar gaouenn
  • armoù: ar goaf, ar skoed, ar gorgoneion
  • plantenn: ar wezenn-olivez

Notennoù ha daveennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.