Argo
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Argo (Αργώ / Argố e gregach) e oa anv al lestr mojennel ma'z eas warnañ an haroz Iason hag an Argonaoted (ar Voraerien) adal kêr Iolkos e Henc'hres da gerc'hat ar Maoutken aour war ribl ar Mor Du.
Diwar-benn ar vojenn-se n'eus ket gwelloc'h skrid eget hini Apollonios Rodez, an Argonautiká.
Savet e voe Argo, hervez ar mojennoù, pe gant an argaonaot Argos, mab da Arestor, pe gant Argos, mab da Friksos, a roas e anv d'al lestr. Gallout a rae al lestr Argo komz ha diskuliañ an amzer da zont, rak graet e oa e prenn derv Dodona anavezet evit diouganiñ dre hiboud o brankoù.
Gwarezet e oa al lestr hag ar voraerien gant an doueez Hera, a oa he skeudenn ouzh staon al lestr.
Ur pikol steredeg a voe anvet Lestr Argo en Henamzer war-lerc'h lestr mojennel Iason, kent bezañ rannet e teir steredeg vihanoc'h : ar Gouelioù, an Aros hag ar Garenn.
Lestr Argo, pe Argo Navis hervez hec'h anv latin, eo ar steredeg nemeti a gement a zo bet adanvet.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.