From Wikipedia, the free encyclopedia
Omer Bartov (Hebreeg: עֹמֶר בַּרְטוֹב), ganet e 1954, zo ur c'helenner hag un istorour e Skol-veur Brown. Arbennikaet eo war istor Europa, ar studioù alaman hag ar Shoah.
Bartov a voe ganet en Israel, studiet en devoa e Skol-veur Tel Aviv ha goude-se e St. Antony's College, Oxford. Evel istorour, Bartov a voe brudet evit e studioù spis war an nerzhioù lu alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Bartov zo savet a-enep ar soñj diazez a wele ar Wehrmacht evel ul lu neptu war an dachenn bolitikel hag a voe dister e roll en torfedoù brezel nazi e-pad an Eil Brezel-bed. En e skridoù en deus diskouezet e oa faos soñj "ar Werhmacht prop" degaset gant ofiserien uhel al lu, a lakae ar pouez war torfedoù an SS ha Waffen-SS nemetken. Diskouezet en deus e oa ar Wehrmacht un aozadur nazi hag a c'hoarias ur roll diazez e lazhadegoù ramzel ar Yuzevien war Talbenn ar Reter.
Bartov a zo gwelet hiziv-an-deiz evel un arbennigour anat a-fed gouennlazhioù. The Forward a ra eus Bartov, “one of the foremost scholars of Jewish life in Galicia.”
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.