From Wikipedia, the free encyclopedia
An oganesson zo un elfenn gimiek kevanaozet gant mab-den ; 118 eo he niver atomek hag Og he arouez. Skinoberiek-kenañ eo. War-dro 0,181 eilenn hepken eo hanter-vuhez an izotop stabilañ a anavezer, 295Og.
E taolenn drovezhiek an elfennoù emañ er strollad 18, an drovezh 7 hag ar bloc'h p, hini an elfennoù ez eo ns2 np1–6 o aozadur elektronek.
Tenness – Oganesson | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 118 | |||
Rummad kimiek | Gaz nobl | |||
Strollad | 18 | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | p | |||
Tolz atomek | [294] | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù [Rn] 5f14 6d10 7s2 7p6[1] | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 18, 8 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | (stlenn ebet) | |||
Tredanleiegezh | (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 839 kJ/mol 2 : (stlenn ebet) 3 : (stlenn ebet) | |||
Skin atomek | (stlenn ebet) | |||
Skin kenamsav | 157 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Gaz (diouganet) | |||
Douester (≈20 °C) | 5,7 g/cm3 (brasjedet) | |||
Teuzverk | (stlenn ebet) | |||
Bervverk | (stlenn ebet) | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
|
En Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (Joint Institute for Nuclear Research, JNJR ; ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna (Oblast Moskov) e voe kevanaozet an elfenn nevez er bloaz 2002 dre genlabour ur skipailh rusian, renet gant ar c'helenner Youri Oganessian (ganet e 1933), hag unan stadunanat el Lawrence Livermore National Laboratory e Livermore (Kalifornia) dre skinata atom Kaliforniom-249 gant ionoù Kalkiom-48.
E miz Kerzu 2015 e voe anzavet labour ar skipailh gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC)[2]
E miz meurzh 2016 e kinnigas an IUPAC envel an elfenn nevez en enor da Youri Oganessian, en devoa labouret war an dachenn e-pad 60 vloaz. Oganesian a voe kinniget neuze, en ur chom tost d'ar reizhskrivadur rusek (Оганесян), met nac'het e voe gant ar JNJR war zigarez ma chome gant an hengoun soviedel da dreuzskrivañ an anvioù hervez an doare gallek, ha ma vije oganesson tostoc'h da skeivadur etrebroadel anv ar skiantour. E miz Mezheven ez embannas neuze an IUPAC kavadenn an oganesson, an elfenn 118Og[3].
Ne ouzer netra a-zivout an elfenn 118Og er-maez eus he aozadur elektronek abalamour ma'z eus bet kenderc'het kalz re nebeut a atomennoù, ha ma tigevanont kalz re vuan.
Daou izotop eus 118Og zo bet kavet betek-henn[4].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.