An Inkizision (latin : inquisitio brezhoneg: "enklask"), Ofis santel e anv ofisiel, a oa ul lez-varn hervez ar gwir kanonek, lakaet e pleustr gant an Iliz katolik er bloaz 1184 evit stourm ouzh ar pezh a lakae da zisivoud (hæresis), eleze kement soñj, mennozh pe oberenn a lakae da gontrol d'an dogm katolik.

Thumb
Galileo Galilei dirak an Ofis santel , gant J.-N. Robert-Fleury (1847)

Ledan e oa skalf ar c'hastizoù : eus pedennoù ha pinijennoù betek telloù-kastiz pa ne veze ket prouet an disivoud, eus diberc'hennadur an holl vadoù evit an dud a guitae ar relijion (apostata "dianzavour") betek ar boan a varv evit ar re a oa arre en disivoud (relapsus "adfeilhet"). War-dro 3 000 den a voe lazhet gant an Inkizision a-hep pemp kantved en Europa[1]

Barn a rae ar "falskrederien" ivez, dreist-holl ar catariezh, Iliz Valdo hag an disivoud protestant.

Betek 1965 e padas an Ofis Santel ; er bloaz-se e voe adanvet Breuriezh evit kelennadurezh ar feiz[2], met ul lez-varn (dicastère, eus an henc'hresianeg δικαστήριον dikastêrion "lez-varn") ez eo bepred.

Pennadoù kar

Notennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.