From Wikipedia, the free encyclopedia
Iliz Avielek Valdo, pe Iliz Avielek Valdezat, (Chiesa Evangelica Valdese en italianeg) eo anv an Iliz kristen deuet eus prezeg Pierre Valdo (pe Vaudès, Valdès) en XIIvet kantved e kêr Lyon, war-dro 1173 ; Waldensians, Waldenses a reer e saozneg eus ar feizidi-se, a voe eskumunugnet gant ar pab Lucius III e 1184.
E 1523 en em stagas an Iliz-se ouzh ar brotestantiezh. Anavezet eo e gwalarn Italia, hag e broioù zo eus Suamerika (Arc'hantina hag Uruguay). Stag eo ouzh Prezegenn Ilizoù protestant broioù latin Europa.
Heskinet e voe ar feizidi adalek an XIIvet kantved ha darbet e voe dezho bezañ diouennet.
Da goll eo aet an dihelloù koshañ, ma n'ouzer ket gwall dra diwar-benn orin an Iliz-se. Darn eus feizidi all, mennonited, badezourien, azventourien ar seizhvet deiz, o deus bet lavaret e oa gwir iliz an ebestel. Da neuze ne zeu ket o anv eus Pierre Valdès, met eus ar saonennoù (val, valdesos, vaudois).
Pierre Valdès a oa ur marc'hadour pinvidik e Lyon. War-dro 1170 e klevas un troubadour o kontañ ur pennad eus buhez sant Alexis. Da-heul kement-se e fellas dezhañ bevañ tostoc'h da zoare Jezuz Krist, da vont noazh da-heul Jezuz noazh. Hag eñ da leuskel e vadoù gant e wreg ha stagañ da vevañ er baourentez evel an ebestel. Lakaat a reas e verc'hed en abati Fontevraud, savet gant ar Breizhad Robert d'Arbrissel.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.