From Wikipedia, the free encyclopedia
Naoned e Breizh eo lugan brezhonek ar Vretoned a stourm a-enep rannidigezh Breizh etre an div rannvro c'hall Rannvro Breizh ha Broioù-al-Liger.
E rouantelezh Breizh edo Bro-Naoned abaoe amzer Nevenoe hag e proviñs Breizh edo c'hoazh betek 1790 pa voe diskaret ar proviñsoù gall e 1790.
Un niver mat a dud e-touez poblañs Naoned o deus c'hoant da welout distro "ofisiel" Naoned e kumuniezh Breizh. Memes tra gant an dud eus Liger-Atlantel hag an departamantoù breizhat all (meur a sontadeg en deus diskouezet an dra-mañ). Daoust da se n'eo ket gwall zedennet ar maer Jean-Marc Ayrault gant an afer. Patrick Mareschal avat, prezidant Kuzul departamant Liger-Atlantel abaoe 2004, zo a-du gant adunvanidigezh Breizh. Unan eus krouerien ar gevredigezh CUAB (Comité pour l'Unité Administrative de la Bretagne), deuet da vezañ Breizh adunvan, an hini eo. Jean-Marc Ayrault ha Patrick Mareschal zo e-barzh ar memes strollad politikel, ar Strollad Sokialour Gall.
Manifestadegoù a zo bet abaoe ar bloavezhioù 1970 dreist-holl, gant Naonediz ha gant Bretoned all o tont eus Breizh a-bezh, met n'int ket bet selaouet c'hoazh. An hini ziwezhañ eo ar FestiManif BZH + he doa bodadet 10 000 den e miz Gwengolo 2008. Stourmet e vez gant ar gevredigezh Breizh adunvan, ar strollad re yaouank 44=Breizh, ha gant strolladoù politikel zo, en o zouez an UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh), Strollad Breizh hag Emgann.
E-kerzh votadegoù Prezidant Bro-C'hall 2007, lod eus ar gannaded a oa a-du da sellet a-dost ouzh an doser "Naoned e Breizh", evel Dominique Voynet pe François Bayrou. Daoust hag-eñ en deus levezon vot Naonediz ? Se ne ouezer ket...
Nicolas Sarkozy a oa en em c'houlennet d'ar 27 a viz Du 2008 ha ne vefe ket adunvaniezh Breizh un dra vat, e-pad Kendalc'h meur maered Frañs 2008. Addihunet eo bet ar breud foran e touez ar bolitikourien gant ar frazenn-mañ, met n'eo ket gwall sklaer c'hoazh penaos e troio an traoù.
E miz Kerzu 2011 en deus disklêriet ur besprezidant PS eus kuzul rannvro Broioù-al-Liger e oa a-du gant ur rannvro vras[1].
E derou 2014 e felle d'ar gouarnamant gall adober ar rannvroioù gall.
E 2014 ez eus bet div vanifestadeg evit Naoned e Breizh. Ha pennadoù e-leizh zo bet er c'hazetennoù[2].
Ur vanifestadeg all a vo e dibenn Gwengolo 2014.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.