Proviñsoù Bro-C'hall a-raok an Dispac'h gant kêrbennoù o gouarnamantoù, deiz o stagidigezh ouzh ar Rouantelezh (skrivet RF) pe stagidigezh o zitl ouzh domani ar roue
Enez-Frañs (Île-de-France) (Pariz). Edo ar broviñs-se e domani ar roue gall.
Berry (Bourges) Savet e voe ar broviñs-se diwar beskontelezh Bourges, staget e 1101.
Orléanais (Orleañs). Kontelezh Orleañs eo a zo mamm d'ar broviñs-se, stag ouzh domani ar roue.
Normandi, (Normandie), (Rouen) dugelezh karolingat krouet en 911 evit Rollon (DR:1204). Staget e voe ouzh Bro-Saoz goude 1066.
Languedoc, (Toulouse) (RF:508). Gounezet goude emgann Vouillé. Kontelezh Toulouse a voe staget dre un dimeziñ en (DR:1271).
Lyonnais (Lyon). Proviñs deuet diwar gontelezh Lyon (RF:1313).#
Daofinez (Grenoble) Proviñs deuet diwar an dauphiné de Viennois (staget e 1343).
Dugelezh Akitania (Aquitaine), Bourdel Dugelezh merovingat, distaget diouzh Rouantelezh Bro-C'hall pa addimezas Eleonora en 1152 (RF:1453) Dugelezh Guyenne ha Gascogne en 1789).