From Wikipedia, the free encyclopedia
Paul Molac, ganet e Ploermael e 1962, zo un den engouestlet e buhez sevenadurel Breizh hag ur politikour. Kelenner war istor ha douaroniezh eo bet, kannad Ploermael ha kuzulier rannvro e Breizh. Komz a ra brezhoneg ha gallaoueg.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Paul Molac |
Anv-bihan | Paul |
Anv-familh | Molac |
Deiziad ganedigezh | 21 Mae 1962 |
Lec'h ganedigezh | Ploermael |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg, gallaoueg |
Micher | politiker, kelener pe kelennerez eilvet derezh, professors, scientific professions |
Karg | kannad gall, kannad gall, kuzulier rannvro Breizh, kannad gall |
Bet war ar studi e | Skol-veur Breizh-Uhel |
Strollad politikel | miscellaneous left |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | second round of the 2022 French legislative election, first round of the 2024 French legislative elections, second round of the 2024 French legislative elections, first round of the 2022 French legislative election |
Lec'hienn ofisiel | http://www.paulmolac.bzh/ |
Gounezerien eo e dud ken e tleas merañ o atant e-pad e studioù war al labour-douar. Tapet en doe ar breved studioù ar gounezerezh (BEPA), met, pa ne voe ket mui ret e gaout e penn an atant ez eas da Skol-veur Roazhon 2 evit un aotreegezh war an Istor. Tapet ar c'hCAPES ez eas da gelennet war Istor ha douaroniez e lise-skolaj Breselien e Gwern-Porc'hoed.
Adalek 1979 e voe ezel, ha, da heul, prezidant Chom'te, ur strollad a zaspugne kanaouennoù ha kontadennoù gallouek en e vro.
Etre 1994 ha 2012 e labouras gant Div yezh Breizh hag e teuas da vezañ prezidant e 2002.
E 2001 ez eas da eilprezidant ar FLAREP (Kevread evit ar yezhoù rannvroel en Deskadurezh publik)[1].
Prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh (mod nevez) abaoe 2009 hag eilprezidant Kevre Breizh.
Daneveller e voe evit al lezenn war deskadurezh ar yezhoù rannvroel e miz Ebrel 2021.
Aet eo da vezañ prezidant Ofis publik ar brezhoneg e 2021.
E 2012 e voe war ar renk evit dont da vezañ kannad en anv an tu kleiz (Strollad Sokialour, EELV, UDB) e Pevare pastell-votiñ ar Mor-Bihan. Dilennet eo bet en eil tro gant 52,56% eus ar mouezhioù disklêriet. Da gentañ e voe ezel eus bodad ar gannaded ekologour er parlamant ; e 2016 e oa aet e-barzh bodad ar gannaded sokialour.
E dilennadeg ar c'huzul-rannvro e 2015 e oa bet war listenn Jean-Yves Le Drian ha deuet e oa da vezañ kuzulier-rannvro. Addilennet e voe c'hoaz e 2021.
Addilennet e oa bet da gannad e 2017, en anv La République en marche (LREM) ar wech-mañ. Ezel e oa bet eus bodad ar gannaded LREM da gentañ hag e 2018 en doa kuitaet ar bodad-se evit mont da sevel, asambles gant kannaded all, ar bodad "Libertés et territoires".
Addilennet e voe e 2021 hep goulenn ma vo paeroniet gant strollad ar prezidant Macron (anv nevez : Renaissance), met evel den dizalc'h.
Ar strollad kannaded L & T a voe adkempennet e tro an daelvezh kroget e 2021 en ur cheñch e anv da Liberté, Indépendance, Outre-mer et Territoires (LIOT).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.