Mordor

From Wikipedia, the free encyclopedia

Mordor

Mordor (eus ar Sindarin Bro zu hag ar C'hanya Bro ar skeud) eo anv ar vro m'emañ rouantelezh Sauron, e bed Douar-ar-C'hreiz ijinet gant J. R. R. Tolkien.

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv er yezh a orin ...
Mordor
Thumb
fictional country
Deiziad krouiñtalvoud dianav 
Anv er yezh a orinMordor 
Yezh ofisielBlack Speech 
KevandirDouar-ar-C'hreiz 
StadMordor 
Kêr-bennBarad-dûr 
War riblsea of Núrnen 
Renad politikelunveliezh 
Penn ar StadSaoron 
A zo stok ouzhIthilien, Rhûn, Khand, Harad, Gondor 
Krouet gantJohn Ronald Reuel Tolkien 
Yezh implijetWestron, Black Speech 
Present in workAotrou ar Gwalennoù, Akallabêth 
A denn da ved ar faltaziTolkien's legendarium 
Serriñ
Thumb
Banniel ha skoed-ardamez Sauron, mestr ar Mordor
Thumb
Ur sell war ar Mordor evel ma vez taolennet er filmoù

Meizet eo bet e oa bet levezonet doare Mordor gant buhez Tolkien er Midlands greantel e Bro-Saoz, lesanvet "ar vro zu", ha gant an amzer tremenet o stourm e fozelloù talbenn ar c'hornôg e-pad ar Brezel-bed kentañ. Soñjal a reer ivez e oa levezonet gant deskrivadenn an dachenn annezet gant an euzhvil Grendel er varzhoniezh hensaoznek Beowulf anavezet-mat gant Tolkien.

Gerdarzh

Da ster zo d'an anv Mordor en oberennoù J. R. R. Tolkien : "Bro zu" e sindarin ha "Bro ar skeud" e Quenya. Ar wrizienn mor ("teñval", "du") a gaver ivez en anv Moria, a dalvez "toull du" pe "mengleuz du", ha Morgoth, anv ar c'hentañ aotrou du[1].

Tud zo o deus soñjet e teue "Mordor" war-eeun eus ar ger hensaoznek morðor, "pec'hed marvel" pe "muntr"[2]. Koulskoude, evel ma skriv Helge Fauskanger, Tolkien a oa bet oc'h ober gant div elfenn an anv-se, "mor" ha "dor" (evel e Gondor, Eriador) e-pad meur a vloaz a-raok bodañ anezhe e "Mordor"[2].

Fauskanger a skriv ez eus meur a c'her avat hag a zo damheñvel o son ouzh "mor" hag o deus ur ster a denn d'an teñvalded. Ar ger italianek moro (latin maurus, du, ha Mauri, ur meuriad eus Afrika an Norzh) a dalvez Maour, hag an anv-gwan a dalvez "du". Tolkien en deus disklêriet e plije an italianeg dezhañ [2]. Ar ger henc'hresianek Μαυρός (mauros) a dalvez ivez "teñval"[2]. Anv a ra ivez eus al liamm a c'halle bezañ e spered Tolkien gant Mirkwood, anv ar c'hoad teñval en norzh, diazezet war ar ger norsek myrk "teñval", kar d'ar saozneg "murky"[2]. Evit echuiñ, Fauskanger a veneg anvioù eus mojennoù ar roue Arzhur evel Morgana, Morgause, ha Mordred. An elfenn mor- amañ ne dalv ket "teñval", met gallout a rafe dont eus ar c'hembraeg mawr "bras". Tolkien avat en dije gellet liammañ anezhi ouzh ar re zrouk e mojenn ar roue Arzhur[2].

Douaroniezh

Thumb
Kartenn Gondor and Mordor en Trede Oadvezh

Er reter d'ar Gondor ha d'ar ster bras Anduin, hag er su da goad Mirkwood emañ Mordor. Kelc'hiet eo gant teir aradennad venezioù, en norzh, er c'hornôg, hag er su. Gwareziñ a reont ar vro diouzh an aloubadegoù ha mirout a reont ivez na dec'hfe ar re zo o chom er vro.
Stumm un hirgarrezenn zo da Vordor dre vras, gant ar c'hostezioù hirañ en norzh hag er su. Difennet eo war tri zu gant aradennadoù menezioù : an Ered Lithui ("Menezioù al Ludu") en norzh, hag an Ephel Dúath ("Menezioù ar Skeud") er c'hornôg hag er su.

Er c'hornôg emañ bro strizh Ithilien, ur broviñs eus Gondor. Er gwalarn emañ ar Marzoù marv ha Dagorlad. En norzh emañ an douaroù gouez hag er biz hag er reter emañ Rhûn. Er gevred emañ Khand hag er su emañ Harad.

An Nor zu

Er gwalarn e tremener dre ode Cirith Gorgor da vont tre e kompezenn gloz Udûn. Sauron en deus lakaet sevel Dor zu Mordor (ar Morannon) a-dreuz an ode da greñvaat ar c'hreñvlec'hioù anvet tourioù an dent – Carchost er reter, ha Narchost er c'hornôg, tourioù gward hag a oa bet savet gant Gondor da evezhiañ an enkerzh-se. Difennet eo an tremen a-dreuz Udûn betek diabarzh Mordor gant un nor all, an Isenmouthe (Carach Angren, "Karvanoù Houarn" e sindarin). A-dal d'ar Morannon emañ an Dagorlad, "Kompezenn an Emgann", hag ar Geunioù Marv.

An diabarzh

Mont a ra teir bro vras d'ober diabarzh Mordor. Emañ kalon rouantelezh Sauron er gwalarn, war pladenn grin Gorgoroth. Er c'hreiz ez eus ur menez-tan, an Orodruin (Amon Amarth, "Menez an Tonkad"), ma voe goveliet ar Walenn Nemeti. Pal Kompagnunezh ar Walenn eo en he c'hefridi da zistrujañ ar Walenn. E norzh ar bladenn emañ kreñvlec'h pennañ Sauron, Barad-dûr, e penn ur vrec'h eus an Ered Lithui. Volkanek ha divuhez eo Gorgoroth, met eno emañ mengleuzioù, govelioù ha gwarnizonioù Mordor.
Núrn, lodenn su Mordor, n'eo ket ken krin ha strujusoc'h eo. Gounezet e vez ar vro-se gant sklaved Sauron da vagañ e armeoù. Redek a ra gwazhioù betek mor sall Núrnen.
E reter Gorgoroth emañ kompezenn sec'h Lithlad.

Menezioù ar skeud

An Ephel Dúath a zifenn Mordor er c'hornôg hag er su. Gwardet eo an ode vrasañ gant Minas Morgul, ur gêr a oa bet savet gant Gondor hag anvet Minas Ithil da gentañ[3]. Emañ ar c'hreñvlec'h anvet Durthang e norzh an Ephel Dúath, a-us Udûn[4]. Un ode uheloc'h ha diaesoc'h, Cirith Ungol, zo just en norzh da ode Morgul. Gwardet eo he lein gant un tour bet savet gant Gondor. Kas a ra an hent a-dreuz Torech Ungol, toull ar gevnidenn ramzel Shelob[5][6].

E-barzh an Ephel Dúath ez eus ur gribenn genstur, ar Morgai, dispartiet gant un draoñienn strizh, ur "vro o vervel ha n'eo ket marv c'hoazh koulskoude" gant "gwez izel krotous", "moudennoù geot louet garv", "man goeñvet", "bodoù bras drez rouestlet", ha bodoù brug dezhe draen hir, ha lemm"[7].

Istor

En Eil Oadvezh

Sauron a reas e annez e Mordor en Eil Oadvezh Douar-ar-C'hreiz hag e chomas kreiz e c'halloud hag e iriennoù dibaoe. Sevel a reas ur pikol kreñvlec'h e Barad-dûr, "an Tour du", e-kichen ar menez-tan Orodruin, ha dont a reas diwezhatoc'h da vezañ anavezet evel Aotrou du Mordor. Deskiñ a reas penaos e veze savet ar gwalennoù galloud gant Elfed Eregion en Eriador, hag e c'hovelias dre guzh ar Walenn Nemeti en Orodruin. Stagañ a reas neuze da aloubiñ holl Douar-ar-C'hreiz, gant un argad a-enep Elfed Eregion, met argaset e voe gant an Númenóreaned[8].

Ouzhpenn mil bloaz diwezhatoc'h e touaras an Númenóreaned renet gant Ar-Pharazôn e Douarar-C'hreiz da stourm ouzh Sauron a embanne e oa "Roue an Dud". Sauron a lezas anezhe da dapout anezhañ hag a voe kaset gante da Númenor, ma voe pennabeg e zistruj. Distreiñ a reas kerkent da Vordor e stumm ur spered hag kenderc'hel da ren eno[9]

Ar C'hevredad diwezhañ hag an trede oadvezh

Ren Sauron a baouezas adarre pa c'hwitas e strivoù da ziskar tud diwezhañ Númenor hag an Elfed. Arme Kevredad diwezhañ an Elfed hag an Dud a antreas e Mordor. E-doug un emgann bras e Dagorlad e voe distrujet nerzhioù Sauron ha kemeret e voe Morannon, an Nor zu. Lakaat a rejont seziz war Varad-dûr neuze. Goude seizh bloavezh seziz e teuas Sauron er-maez hag e voe faezhet war rozioù an Orodruin. Tec'hout a reas e Rhûn, ha kompezet e voe Barad-dûr. Gondor a savas kreñvlec'hioù war harzoù Mordor da viret na zeufe e aotrou du en-dro, hag a zalc'has gward evel-henn e-pad mil bloaz[8].
Abalamour d'ur vosenn e Gondor e oa bet dilezet an nerzhioù a ziwalle Mordor, ha dont a reas adarre da vezañ leun a draoù fall.

An Nazgûl a dennas o mad eus degouezh Gondor da zistreiñ en-dro da Vordor, ha kemer a rejont Minas Ithil hag ar c'hreñvlec'hioù. Da vare avantur Bilbo Sac'heg e The Hobbit e tistroas Sauron da Zol Guldur. Van a reas da vezañ trec'het met e gwirionez e oa o prientiñ ar brezel[8].

Brezel ar Walenn

Kuzul Elrond a zivizas kas ar Walenn d'an Orodruin da zistrujañ anezhi ha galloud Sauron war un dro. Kaset e voe da Vordor gant daou Hobbit, Frodo ha Sam Gamgee[8] dre ode Cirith Ungol. E-pad Brezel ar Walenn e klaskas Sauron kemer Minas Tirith, kêr-benn Gondor, met trec'het e voe gant Gondor ha Rohan en Emgann Maezioù Pelennor.
An drec'herien a renas neuze un arme betek an Nor zu da sachañ evezh Sauron pell diouzh ar Walenn. Hemañ a gasas e holl armeoù d'ar Morannon d'o faezhañ hag a c'houllonderas evel-se Mordor eus e soudarded. Kompezenn Gorgoroth en em gave hogos goullo ha Frodo ha Sam a c'hellas he zreuziñ betek Menez an Tonkad. E-doug Emgann Morannon e voe distrujet ar Walenn nemeti en Orodruin, ha war ar memes tro galloud Sauron, Barad-dûr, hag imor e armeoù d'en em gannañ[8][10]. Koll diwezhañ Sauron a verkas fin an Trede Oadvezh. Gorgoroth a zeuas da vezañ ur gouelec'h pa dec'has an Orked pe pa oant lazhet. Roet e voe Bro Núrn da sklaved dieubet Sauron[11].

Menegoù e diavaez oberenn Tolkien

Filmoù

Anv zo eus Mordor e tri film The Lord of the Rings gant Peter Jackson . Er c'hentañ film, Sean Bean, o c'hoari Boromir, a ziskleir e kuzul Elrond "Den ne ya tre evel-se e Mordor"[12]. En eil film, Gollum a gas Frodo ha Sam betek an Nor zu[13]. Er film diwezhañ, Frodo ha Sam a dreuz gant poan kompezenn volkanek Gorgoroth betek Menez an tonkad[14] dic'hizet evel Orked, dindan skleur ruz ar menez-tan ha lagad evezhiek Sauron diwar lein Barad-dûr[15], e-keit ha m'en em vod Arme ar c'hornôg evit ar gombat diwezhañ dirak Morammon. En diwezh e welont diskar trumm an holl draoù savet gant Sauron goude bezañ distrujet ar Walenn[14].

Menegoù all

  • E trede poz Ramble On, son Led Zeppelin savet e 1969 gant Jimmy Page ez eus anv eus ur Mordor ma c'haller en em gavout gant ur vaouez vrav : "Twas in the darkest depths of Mordor / I met a girl so fair / But Gollum, and the evil one crept up / And slipped away with her"[16][17].
  • E pennad 10 Outlaw Platoon (2012), ul levr eñvorennoù gant Sean Parnel, ranger en United States Army, a zeskriv e servij en Afghanistan, e tisklêr hemañ : Looks like we're at the gates of Mordor out here, hag e ro evel anv d'ar pennad The Gates of Mordor[18].
  • E Varsovia, karter Służewiec Przemysłowy e distrig Mokotów a vez lesanvet" Mordor" alies[19].
  • E 2016, Google Translate en doa troet "Russia" eus an ukraineg d'ar rusianeg evel "Mordor". Google a embannas e oa ur "fazi teknikel" hag a c'houlennas digarez[20].
  • Middle-earth: Shadow of Mordor zo ur c'hoari video eus 2014 en trede person diazezet war oberenn Tolkien ma c'hoarvez an darvoudoù e Mordor[21].
  • E 2015, an NASA a embannas poltredoù tennet d'ar mare ma tremene ar Sonterez egor New Horizons war-dro 7 000 lev a-vaez da Bloudon. Ur poltred eus loar vrasañ Ploudon, C'haron, a ziskouez un takad teñval ledan e-kichen pennahel an norzh. Lesanvet eo bet Mordor Macula "Tarch Mordor" en un doare diofisiel[22].

Mammennoù

  • Carpenter, Humphrey, ed. (1981), The Letters of J. R. R. Tolkien, Boston: Houghton Mifflin, ISBN 978-0-395-31555-2
  • McNelis, James (2006). "Mordor", in Drout, Michael D. C.: J. R. R. Tolkien Encyclopedia: Scholarship and Critical Assessment. Routledge. 434 p. ISBN 0-415-96942-5.
  • Tolkien, J. R. R. (1955), The Return of the King, The Lord of the Rings, Boston : Houghton Mifflin, OCLC 519647821
  • Tolkien, J. R. R. (1977), Christopher Tolkien (ed.), The Silmarillion, Boston: Houghton Mifflin IPatrom:SBN
  • Tolkien, J. R. R. (1996), Christopher Tolkien (ed.), The Peoples of Middle-earth, Boston : Houghton Mifflin (ISBN 978-0-395-82760-4)

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.