Arme ar Stadoù-Unanet

From Wikipedia, the free encyclopedia

Arme ar Stadoù-Unanet

An United States Army pe US Army, berraet en USA, da lâret eo Arme ar Stadoù-Unanet eo skourr pennañ an United States Armed Forces dezhi da gefridi kas da benn an obererezhioù milourel war zouar. Bez'ez eo unan eus seizh skourr milourel e Stadoù-Unanet Amerika hag a vez graet Army of the United States anezho e bonreizh ar vro[1] hag en United States Code[2]. Skourr niverusañ ha koshañ nerzhioù arme ar Stadoù-Unanet eo. Emañ gwrizioù an US Army arnevez er C'hontinental Army, "Arme ar c'hevandir", hag a oa bet savet d'ar 14 a viz Even 1775 da vrezeliañ e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (17751783) a-enep armeoù ar Rouantelezh-Unanet.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Deiziad krouiñ ...
United States Army
Thumb
Lu
Rann eusArmeoù ar Stadoù-Unanet 
Deiziad krouiñ14 Mez 1775 
Anv er yezh a orinUnited States Army 
Testenn ar ger-sturThis We’ll Defend 
StadStadoù-Unanet 
Lec'hworldwide 
Aozadur mammUnited States Department of the Army 
Sez sokialPentagon 
Erlec'hiañ a raContinental Army 
Prizioù resevetSilver Anvil Award, Silver Anvil Award 
Chomlec'hThe Pentagon, Washington, DC 20310 
Niverenn bellgomz+1-703-695-6518 
Lec'hienn ofisielhttps://army.mil 
Banniel (deskrivadur)flag of the United States Army 
Istorhistory of the United States Army 
Official colordu, aour 
Oberennoù zo en dastumadSan Francisco Museum of Modern Art, NIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies 
Roll elfennoùlist of ships of the United States Army 
Serriñ
Thumb
Emgann Yorktown e-kerzh Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet a redias ar Rouantelezh-Unanet da gregiñ da varc'hata. Heuliet e oa Feur-emglev Pariz gant krouidigezh Stadoù-Unanet Amerika.

Goude ar brezel dispac'hel, Kendalc'h ar Stadoù-Unanet a grouas an United States Army d'an 3 a viz Even 1784, evit kemer plas Arme ar c'hevandir a oa divodet. An United States Army a gendalc'h hengoun Arme ar c'hevandir, hag a ro deiziad he ganedigezh evel nerzh stourm e 1775.

Kefridioù pennañ

An United States Army zo skourr obererezhioù milourel war zouar an U.S. Armed Forces. Rann 3062 eus Titl 10 an US Code a zisklêir ez eo he c'hefridi  :

  • gwareziñ ar peoc'h hag ar surentez ha degas evit difenn Stadoù-Unanet Amerika, ar C'hommonwealth pe dalc'hoù pe forzh peseurt douar dalc'het gant ar vro;
  • harpañ politikerezh ar vro ;
  • tizhout palioù ar vro ;
  • trec'hiñ forzh peseurt vro kablus eus oberioù tagus a lakafe ar peoc'h ha surentez Stadoù-Unanet Amerika en arvar.

Gwelet ivez

Notennoù

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.