Lucky Luke

From Wikipedia, the free encyclopedia

Lucky Luke zo un heuliad bannoù-treset gallek savet gant ar Belgiat Morris er gelaouenn Journal de Spirou e 1946.
Anvet eo diouzh e dudenn pennañ Lucky Luke, ar c'how-boy digenvez eus ar Far-West, brudet evit bezañ « an den a denn buanoc'h eget e skeud ».

Embannadurioù

An istorioù kentañ a voe embannet er gelaouenn Journal de Spirou etre ar bloavezhioù 1940 ha 1960, ha war lerc'h er gelaouenn Pilote a-raok dont er-maez e stumm albomoù.

Kenlabourat a reas Morris gant ar senarioour René Goscinny etre 1955 ha 1977.

An albomoù 1 da 31 zo bet embannet e ti Dupuis, an albomoù 32 da 72 zo bet embannet e ti Lucky Productions ha Lucky Comics. E 1968, diwar ali Goscinny, ec'h asantas Morris Dupuis ha mont da di Dargaud. Goude marv Goscinny e 1977 e labouras Morris gant oberourien all, Xavier Fauche, Jean Léturgie ha Lo Hartog Van Banda en o zouez.

Goude marv Morris e 2001 e reas Achdé (tresadennoù) ha Laurent Gerra (senario) war-dro an heuliad, gant un nivereladur nevez.

En holl, 75 albom Lucky Luke zo bet embannet betek hiziv. E 23 yezh eo bet troet an heuliad.

An heuliad

I'm a poor lonesome cowboy… ("Ur paourkaezh cow-boy digenvez zo ac'hanon") : adalek an albom Des rails sur la prairie e kan Lucky Luke an ton-mañ e fin e droioù-kaer, en ur bellaat war-du an heol o vont da guzh.

I'm a poor lonesome cow-boy
and a long long way from home.

« Ur paourkaezh cow-boy digenvez zo ac'hanon
ha hir eo an hent betek ar gêr. »

Guest stars

Tresoù tud vrudet zo bet lakaet da lod tudennoù er stirad Lucky Luke.

  • Louis de Funès ha Patrick Préjean a anavezer e Le Bandit manchot.
  • Jack Palance zo Phil Defer ha Lee Van Cleef zo Eliot Belt e Chasseur de primes.
  • René Goscinny e-unan zo Pete an Etremar ha Jean Gabin zo ur c'how-boy e Lucky Luke contre Joss Jamon.
  • Dopey, unan eus tudennoù Ruée sur l'Oklahoma, a denn da Vichel Simon yaouank.
  • David Niven eo ar c'helenner sevended e Calamity Jane.
  • Gary Cooper zo e En remontant le Mississippi.
  • W.C. Fields zo e penn ur sirk e Western Circus.
  • John Barrymore eo Le cavalier blanc.
  • En Arizona e weler ur gitarour yaouank hag a zo breur gevell André Franquin yaouank.
  • Billy the Kid, e "L'escorte", zo sikouret gant Fernandel alias Bert Malloy.
  • Brian Donlevy, un aktour hag en doa c'hoariet Grat Dalton e When the Dalton rode, a weler e "Le fil qui chante".
  • E Le Ranch Maudit e kaver Christopher Lee, Groucho Marx evel chaseour bizoned, Serge Gainsbourg evel ul lonker, Lucky Luke a ya da sikour ur vaouez kozh d'en em staliañ en un ti anvet "ranch Bates", evel an dudenn Norman Bates e-barzh ar film Psychose gant Alfred Hitchcock. Hemañ just a-walc'h a gaver ivez en istor e penn ur saloon.
  • Stevie Wonder eo ar pianoour e Un papa pour les Dalton.
  • Charlie Chaplin zo ivez el levrenn 65.

Tudennoù

  • Lucky Luke : an haroz, daou vignon feal gantañ : e Golt hag e varc'h Jolly Jumper.
  • Startijenn, Rantanplan e anv gallek, sotañ ki ar c'hornôg.
  • Ar vreudeur Dalton : Joe, Jack, William hag Averell.

An albomoù

An heuliad klasel

E ti Dupuis

E ti Dargaud

Troioù-kaer Lucky Luke diouzh Morris

Anv nevez an heuliad goude marv Morris.

Albomoù troet e brezhoneg

Daou albom zo bet embannet e brezhoneg er bloavezhioù 1970 : Pare Paotred Dalton ha Ma Dalton.
N'eus ket pell zo e voe embannet Ar Pevar Sant Dalton gant BZH5, troet gant Brieg ar Menn ha lizherennet gant Malo ar Menn.

Heuliadennoù all

  • Rantanplan : ki sotañ ar reter hag ar c'hornog.
  • Kid Lucky (Jean Léturgie et Pearce) : un heuliad a gont bugaleaj Lucky Luke.

E-maez rummad

  • La Bataille du riz, embannet gant Total e 1972
  • La Ballade des Dalton (07/1978) Morris & Goscinny
  • Mac chez les Indiens (embannet gant Esso e 1995) Testenn ha tresadenn diouzh Morris
  • Un Cheik au Far West (embannet gant Esso e 1995) Testenn ha tresadenn diouzh Morris
  • Lucky Luke se marie !? (embannet gant Esso e 1995) Testenn ha tresadenn diouzh Morris
  • Lucky Luke et le Piano (embannet gant Chevron e 1976)
  • Le Cuisinier français, Lucky Comics (02/2003), gant Claude Guylouis (profet pa oa prenet un albom)

A bep seurt

Lucky Luke er sinema hag er skinwel

Filmoù
  • Terence Hill en doa savet ar film sinema Lucky Luke e 1991, met ur c'hwitadenn e voe.
  • Ar fentigellourien Eric ha Ramzy o doa skrivet ha c'hoariet e-barzh ar film Les Dalton.
  • Ur film all zo bet savet e 2009, Lucky Luke gant James Huth. Jean Dujardin, Alexandra Lamy, Sylvie Testud, Michaël Youn ha Daniel Prévost eo an aktourien a c'hoari ennañ.
Tresadennoù-bev hir
  • Lucky Luke (Daisy Town) (savet gant René Goscinny, Morris et Pierre Tchernia en 1971)
  • La Ballade des Dalton (savet gant René Goscinny et Morris en 1978)
  • Les Dalton en cavale (savet gant Morris et Bill Hannah en 1983)
  • Tous à l'Ouest (savet gant Olivier Jean-Marie en 2007)

Deveradurioù

  • Lucky Luke a oa ur gelaouenn viziek eus C'hwevrer 1974 da C'hwevrer 1975.
  • Ar ganaouenn Les Dalton kanet gant Joe Dassin e seblant bezañ awenet gant ar stirad.
  • Lucky Luke : un arvest ruzikat arzel gant Philippe Candeloro.
  • Ur c'hoari stroll zo anezhañ : Lucky Luke Wanted (2002), embannet gant MB evit 2 da 6 c'hoarier.
  • Ur c'hoari video zo ivez.
  • E Charleroi ez eus bet savet un delwenn eus Lucky Luke war Jolly Jumper.

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.