Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Levr Gwenn Rhydderch ( Llyfr Gwyn Rhydderch e kembraeg) zo anv un dornskrid krenngembraek eus ar re bouezusañ, skrivet war-dro 1350, hag unan eus mammennoù ar Mabinogi.
Diwar rannyezh ar skrid e soñjer eo bet skrivet moarvat en abati Strata Florida (Ystrad Fflur) e Kembre, gant ur manac'h eus rouantelezh Deheubarth. Gouzout a reer e oa graet evit Rhydderch ab Ieuan Llwyd, eus Glyn Aeron, e Ceredigion, en deus roet e anv d'an dornskrid.
Kavout a reer ennañ meur a gontadenn, ar Mabinogion zoken (war-bouez Hunvre Rhonabwy ), ha skridoù all.
E dibenn ar Grennamzer e voe rannet an dornskrid e div levrenn, ar Peniarth 4 ha Peniarth 5, a zo miret abaoe deroù an {{XXvet kantved e Levraoueg Vroadel Kembre, en Aberystwyth.
Gant Levr Ruz Hergest, Levr Taliesin, ha Levr Du Caerfyrddin, eo unan eus teñzorioù al lennegezh kembraek er Grennamzer.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.