From Wikipedia, the free encyclopedia
Seitek kumuniezh emren zo er Stad spagnol abaoe 1978, krouet goude ma oa bet diskaret diktatouriezh Francisco Franco ha sinet Bonreizh ar Rouantelezh parlamantel nevez. Un elfenn diazez eus reizhiad velestradurel ar Stad unvan digreizennet eo ar C'humuniezhioù emren. Pep a barlamant hag a c'houarnamant zo dezho, emren diouzh ar Stad evit a sell ouzh ar galloud resis bet roet da bep hini anezhe gant ar Stad, hogen disheñvel o emrenerezh hag o galloud hervez statud pep kumuniezh.
Difennet groñs eo gant Mellad 145 Bonreizh Spagn en em strollfe meur a Gumuniezh en un doare kevreadel.
Etre 1979 ha 1983 e voe savet an holl Gumuniezhioù emren a-vremañ diwar ar rannvroioù kent all, ha serret e voe da vat e 1996 pa voe dregemeret Statud emrenerezh kêrioù emren Ceuta ha Melilla. Abegoù disheñvel a oa bet evit krouiñ Kumuniezh pe Gumuniezh.
Competencias" eo anv spagnolek galloudoù pep doare melestradur. Da skouer, dindan beli ar Stad emañ an darempredoù etrebroadel, nerzhioù-difenn ar Stad (arme, morlu...), ar maltouterezh hag an tailhoù. Lod galloudoù (competencias transferidas) zo bet t reuzkaset da lad Kumuniezhioù ha n'eo ket d'an holl. En Andalouzia, Aragon, Asturiez, Kanariez, Kantabria, Katalonia, Valencia, Galiza, Madrid, Navarra hag Euskadi emañ mererezh ar justis dindan beli ar C'humuniezhioù emren keit ha m'emañ dindan beli ar Stad er C'humuniezhioù all.
Setu amañ "Kumuniezh emren" e yezhoù ofisiel pe genofisiel ar Stad spagnol :
Hag e yezhoù ha rannyezhoù nann-ofisiel all :
Meret e vez ar C'humuniezh emren gant pep a Statud Emrenerezh, degemeret gant ar Stad ha dindan beli Bonreizh Spagn atav.
Adwelet eo bet lod Statudoù Kumuniezhioù er bloavezhioù-mañ, da skouer hini Andalouzia ha hini Katalonia.
Pep Kumuniezh zo dezhi ur vodadenn lezennadurel (Parlamant), dilennet hec'h izili dre vouezhiadeg, hag ur C'huzul seveniñ (Gouarnamant). Dilennet e vez Prezidant ar Gouarnamant, karg uhelañ pep Kumuniezh hag he mouezh foran ofisel, dre vouezhiadeg.
E pep kumuniezh emren ez eus ur broviñs pe meur a hini. En holl ez eus 50 proviñs.
Isrannet e vez ar Proviñsoù d'o zro e 8,111 kêr pe kumun en holl (e spagnoleg: municipio), live diazez ar gouarnamant lec'hel.
Ouzhpenn da se ez eus div gêr dibar o statud, Ceuta ha Melilla o anv.
Bez' emañ ivez enklozadur Llívia e departamant gall ar Pyrénées Orientales.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.