Málaga

kumun Bro-Spagn From Wikipedia, the free encyclopedia

Málaga

Málaga eo kêr-benn Proviñs Málaga, en Andalouzia, e kreisteiz Spagn, war aod ar Mor Kreizdouar. Eil kêr vrasañ Andalouzia eo enni 568 305 annezad e 2009 ha 578 460 e 2020. Diazezet e voe en VIIIvet kantved kt JK gant ar Fenikianed, se zo kaoz eo unan eus kêrioù koshañ Europa.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Deiziad krouiñ ...
Málaga
Thumb
kumun spagnat
Rann eusMálaga Notary District, Málaga-Costa del Sol 
Deiziad krouiñ1834 
Anv ofisielMálaga 
Anv er yezh a orinMálaga 
Anv annezidimalagueño, malagueña, Malaguène, Malaguène 
StadSpagn 
Kêr-benn eusProviñs Málaga, Málaga-Costa del Sol 
Kêr-bennMálaga City 
E tiriadProviñs Málaga 
Gwerzhid-eurUTC+01:00 
War riblMor Kreizdouar 
Daveennoù douaroniel 
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmayor of Málaga 
Penn an aotrouniezhFrancisco de la Torre Prados 
Contains settlementMálaga City 
Perc'henn warPalacio Deportes José María Martín Carpena, La Rosaleda Stadium 
Erlec'hiañ a raMalaca, Taifa of Málaga 
Darvoud-alc'hwezSiege of Málaga 
Kod-post29001–29018 
Lec'hienn ofisielhttp://www.malaga.eu/ 
Banniel (deskrivadur)flag of Málaga 
Ardamezioùcoat of arms of Málaga city 
Istorhistory of Málaga 
Sant paeronOur Lady of Victory, Ciriaco and Paula 
Ekonomiezh an danvezeconomy of Málaga 
Kod pellgomz an takad95 
Kod plakenn varilhMA 
Category for the view of the itemCategory:Views of Málaga 
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Málaga 
Thumb
Serriñ
Thumb
An ti-kêr.

Anv

Elfennoù moneizoù eo an dielloù koshañ a hañval ober meneg eus Málaga, peogwir e vefe bet ur stal-gognañ er c'horn-bro e-pad ar marevezh punek. Ar ger 𐤌𐤋𐤊𐤀 a vez kavet war ar pezhioù moneiz-se, translizherennet mlkʾ, ar pezh a derevfe, hervez an damkaniezh wirheñveloc'h, diouzh ar pennrann semitek *m-l-k : «bezañ roue, ren, kaout damani». Kement-se a ziskouez moarvat edo war dakad Málaga un idoldi pe azeuldi (templ) evit enoriñ un doueez, Astarte ("rouanez an neñv" a vez graet sur a-walc'h anezhi e-barzh an doueedoniezh semitek). Kerkent hag ar XVIIvet kantved e oa bet displeget gant an istorour Martín de Roa e teue ar ger Malaca eus an hebreeg מלכה *malkah «rouanez», o tiazezañ e deorienn war arroudenn Strabon hag a lavare kement-mañ diwar-benn ar ger : "priñsez e-touez ar re all war an aod-mañ". Implijet eo ivez gantañ an arguzenn lizheregouriezhel (filologiezhel) o tiskouez e oa heñvel ster anv ar gêr en arabeg : "Ar Maoured a anve anezhi gant ar memes ger : Malaq i al natural della Malaqui, al rey Meliq...».[1] Ma soñjer eo diazezourien kêr Valaka a orin eus Tir e Fenikia, o c'houzout e oa Melqart (mlk-qrt, roue + kêr) doue pennañ ar gêr-se , ha goude ma vez gwelet war pezhioù moneiz stal-gognañ Malaka un azeuldi en tu garenep ha skeudenn un doue en tu penn, degas a ra d'an arbennigourion hag d'an istorourien da soñjal e oa gouestlet an azeuldi-se hag an anv kêr d'an doue pennañ-se.[2]

Douaroniezh

Lec'hiet eo Málaga war an aod e kornôg ar Mor Kreizdouar hag e su al Ledenez iberek. Emañ war-dro 100 km er reter da Strizh-mor Jibraltar, 130 km er reter da Darifa, ha war-dro 130 km en hanternoz da aodoù Afrika. War un dachenn a 398,25 km² en em astenn ar gumun, e Menezioù Málaga en Norzh, hag e Traoñienn ar Guadalhorce er c'hornôg. E kreiz ur pleg-mor emañ, gronnet gant menezigi (aradennadoù menezioù) : Sierra Mijas ha Menezioù Málaga. E Málaga ez eus div stêr oc'h en em deurel er mor : ar Guadalhorce hag ar Guadalmedina.

Arouezioù

Thumb
"La verde y morada" (gwer-ha-limestra) a vez graet eus banniel Málaga. Keitrannet eo e div lodenn a-sonn : liv limestra an hini gleiz, gwer an hini dehoù, hag e kreiz ar banniel emañ an ardamezioù-kêr.

Istor

Henamzer

Cerro del Villar eo anv an drevadenn gentañ savet eno tro 800 betek 500 kent JK gant ar Fenikianed, war un enezenn a oa lec'hiet e-kreiz aber ar Guadalhorce d'ar mare-se.[3]

Monumantoù ha traoù heverk

  • An Alcazaba, kreñvlec'h savet gant an Hammudited en XIvet kantvet.
  • An iliz-veur, Catedral de la Encarnación
  • Kastell Gibralfaro

Gevelliñ

Tud ganet eno

Daveennoù

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.