From Wikipedia, the free encyclopedia
Santez Katell a Aleksandria a zo unan eus ar sentezed ha merzherezed kristen kehelet ar muiañ abaoe ar Grennamzer en Europa. Koulskoude emañ liv ar vojenn war an istor a zo bet kontet diwar he fenn kantvedoù-pad, ken e oa bet diverket hec'h anv diwar deiziadur ar sent gant an Iliz katolik roman eus 1969 betek 2002. Lidet eo Gouel sant Katell d'ar 25 a viz Du (d'ar 24 en ilizoù reizhkredennour dindan levezon Rusia). Meur a gustum dibar a veze hag a vez c'hoazh en deiz-se. Da skouer e vez lidet ar merc'hed dizimez, un dilhad pe un tog dibar ganto, anvet ar C'hatelliged pa'z int en tu-hont da 25 bloaz. Katell a zo stumm brezhonek Katarina (gresianeg kozh : an hini c'hlan) ; ha bez ez eo unan eus an anvioù-badez ar muiañ roet e Breizh koulz hag en Europa a-bezh betek kreiz an XXvet kantved.
Ganet eo bet Katell en ur familh uhel he renk e Kêr-Aleksandria en Egipt war-dro ar bloaz 270. Desket meur a anaoudegezh ganti e teuas da vezañ gouiziek-bras hag hi yaouank c'hoazh. E 307 e oa an impalaer Maksiminus II o lidañ an doueoù pagan en ur gouel bras. Mont a reas Katell da glask kendrec'hiñ anezhañ da asantiñ da gredennoù ar gristeniezh. Goulenn a reas neuze an unpenn galloudus ma vije dalc'het ur breutaerezh bras etre Katell ha 50 eus ar brederourien ouiziekañ a c'helled kavout eno. Hag ar plac'h a zeu a-benn da gendrec'hiñ an holl anezho. Ken fulorete e oa Maksinminus ma voent merzheriet gant an impalaer diouzhtu. Hemañ, koulskoude, a ginnigas da Gatell dimeziñ gantañ, met nac’hañ groñs a ra ar santez. Kounnaret e voe Maksiminus ha reiñ a reas urzh da lazhañ anezhi gant ur rod dantek, met, dre vurzhud, ne c'hellas ket dent ar rod drailhañ ar c'horf. Evit lakaat termen d’ur seurt eneberez ken dic'hortoz a laka Maksiminus santez Katell da vezañ dibennet.
War-dro ar bloavezioù 500 e voe diskoachet korf difreuz ur verc'h koant-kenañ war ur menez e-kichen Menez Sinai. Anavezet e voe gant menec'h ar bastell-vro e oa korf santez Katell lakaet eno gant an aeled. Staliet e voe eno manati santez Katell ar Sinai gant menec'h gresian reizhkredennour. Diwar Brezelioù ar Groaz ez eas brud santelezh Katell a Aleksandria da Europa. Meur a delwenn ha meur a livadur a voe graet gant an arzourien ken e oa ral an ilizoù hep un aoter gouestlet d'ar santez.
Oberennoù arzel a zispak ar santez gant ur c'helc'h santelezh 3 liv dezhañ, ruz evit ar verzherinti, gwenn evit ar werc'hted ha gwer evit an anaoudegezh. O tougen ar rod dantek e weler santez Katell d'an aliesañ ivez.
Kemeret e voe Katell da baeronez gant meur a vicher pa voe lidet gant micherourien a implije ur rod pe rodoù (armoludoù, turgnerien, karrerien, ...) hag ar re a bled gant an anaoudegezhioù (levraouegerien, ...). Unan eus ar mouezhioù klevet gant Janed Ark a voe hini santez Katell.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.