Janed Ark
From Wikipedia, the free encyclopedia
Janed Ark (Johanna Dark en alamaneg, Jeanne d'Arc e galleg, Joan of Arc e saozneg) zo ur soudardez c'hall eus deroù ar XVvet kantved bet ganet e Domrémy (e Kontelezh Bar d'an ampoent, war an harzoù etre Rouantelezh Bro-C'hall hag an Impalaeriezh santel roman german) e 1412 ha marvet e Rouen (Normandi, Rouantelezh Bro-Saoz) d'an 30 a viz Mae 1431, e servij ar roue gall Charlez VII. Ur roll a bouez he deus c'hoariet e dibenn ar Brezel Kant Vloaz. Prosez a voe graet dezhi evel sorserez gant eskob Beauvais Pierre Cauchon ha devet e voe en he bev e Rouen, eil kêr saoz vrasañ d'ar mare-se.
- Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Janed Ark
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Bro-C'hall |
Lealded | Rouantelezh Bro-C'hall |
Anv ganedigezh | talvoud dianav |
Anv-bihan | Jehanne |
Deiziad ganedigezh | 6 Gen 1412 |
Lec'h ganedigezh | Domrémy-la-Pucelle |
Deiziad ar marv | 30 Mae 1431 |
Lec'h ar marv | Rouan |
Doare mervel | kastiz ar marv |
Abeg ar marv | death by burning |
Killed by | Geoffroy Thérage |
Tad | Jacques d'Arc |
Mamm | Isabelle Romée |
Breur pe c'hoar | Catherine d'Arc, Jacques of Arc, Jean d'Arc, Pierre d'Arc |
Yezh vamm | krennc'halleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | krennc'halleg |
Yezh implijet dre skrid | krennc'halleg |
Kondaonet evit | heresy |
Exonerated of | heresy |
Penalty | kastiz ar marv |
Micher | milour |
Relijion | Iliz katolik roman |
Stad ar c'hanonizasion | sant katolik |
Gouel | 30 Mae |
Kleñved | drougsant |
Darvoud-alc'hwez | interrogation, interrogation, Trial of Joan of Arc, Rehabilitation trial of Joan of Arc |
Prizioù resevet | Godfather promotion of Special Military School of Saint-Cyr |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |

Ar poltred nemetañ eus Janed Ark
Kreiz ar XVvet kantved
Centre historique des Archives nationales,
Pariz, AE II 2490
Kreiz ar XVvet kantved
Centre historique des Archives nationales,
Pariz, AE II 2490
Lakaet eo bet da harozez veur ar Romant Broadel gall, ha da santez katolik war un dro gant ar pab Benead XV e 1920.
Ha lorenat e oa Janed Ark ?
Genidik eus Domrémy e oa Janed Ark. D'ar mare-se ne oa ket ar gêriadenn-se e Loren met e Rouantelezh Bro-C'hall. Pa oa lakaet Janed Ark da santez an Iliz hag ar Republik e deroù an XXvet kantved e oa deuet da vezañ e Loren avat, kantvedoù war-lerc'h mare ar vrezelourez eta. Kollet e oa bet Elzas hag ul lodenn eus Loren gant Bro-C'hall abaoe Brezel 1870 hag o lakaat da lorenat an harozez vroadel nevez a oa un doare evit ar C'hallaoued da embann ne oa ket alaman Loren, met gall. Abegoù politikel-tre a oa da ginnig anezhi evel lorenat eta.
- Janed Ark, gant Dante Gabriel Rossetti (1882)
- Medalenn da Janed Ark (2009)
Diwar he fenn
Miliadoù a ilizoù, mirdioù, delwennoù, levrioù, livadurioù, kanaouennoù, timbroù, filmoù, bannoù-treset, c'hoarioù video hag all hag all, zo bet graet diwar e fenn, adalek ar IIIe Republik c'hall dreist-holl, da skouer :
- meur a «musée johannique» (sic) zo bet digoret e Domrémy, Rouen (1953), Orleañs (1974), Vaucouleurs...
- tudenn bennañ oberenn a-bezh ar skrivagner gall Charles Péguy eo
- ilizoù, chapelioù, delwennoù, pennilizoù Jeanne-D'Arc e Pariz ha Domrémy
- livadurioù zo bet urzhiadet ha lakaet e mirdioù Louvre, Orsay, er Panthéon, e Mirdi an Arzoù-kaer Rouen hag er mirdioù Jeanne D'Arc
- Jeanne d'Arc, c'hoarigan gant Charles Gounod e 1873
- Орлеанская дева (Orleanskaya deva pe Gwerc'hez Orleañs), c'hoarigan gant Piotr Ilitch Tchaikovski e 1878
- La vie de Jeanne d'Arc romant gant Anatole France e 1908
- Saint Joan (1957), film gant Otto Preminger, aktourez Jean Seberg, diwar ar pezh-c'hoari Saint Joan gant ar skrivagner iwerzhonat George Bernard Shaw (1924)
- Jeanne au bûcher pezh-c'hoari gant Paul Claudel (1939)
- Domrémy pezh-c'hoari gant Robert Brasillach (1943)
- Jeanne d'Arc film gant Luc Besson e 1999
- Jeanne d'Arc, jeune fille de France brûlée vive romant gant Max Gallo (2014)
- un arvest a zo er Puy du Fou
- Marine Le Pen he deus anvet he mikro-strollad Jeanne, ha prosez zo bet savet outi war tammalladurioù bogod arc'hant
E Breizh ivez :
- Janed Ark, pezh-c'hoari e pevar arvest, skrivet gant an aotrou Joanno (1857-1935), embannet e Sant-Brieg e 1909
- an iliz Santez-Janed-Ark e Roazhon, savet adalek 1914
- ha delwennoù zo bet lakaet en holl ilizoù koulz lavaret
Un asteroidenn zoken zo bet anvet diouzh he anv e 1872 : (127) Johanna.
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.