Marine Le Pen

From Wikipedia, the free encyclopedia

Marine Le Pen

Marion Anne Perrine Le Pen, brudet evel Marine Le Pen, bet ganet d'ar 5 a viz Eost 1968 e Neuilly-sur-Seine, zo ur bolitikerez c'hall. Merc'h eo da Jean-Marie Le Pen ha penn ar strollad broadelour gall Front National etre 2011 ha 2021, adanvet ganti Rassemblement National e 2018.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Marine Le Pen
Thumb
den
Reizh pe jenerplac'h 
Bro ar geodedouriezhBro-C'hall 
Anv e yezh-vamm an denMarine Le Pen 
Anv ganedigezhMarion Anne Perrine Le Pen 
Anv-bihanMarine 
Anv-familhLe Pen 
Anv berrMLP 
Treuzskrivadur APIma.ʁin lə.pɛn 
Deiziad ganedigezh5 Eos 1968 
Lec'h ganedigezhNeuilly-sur-Seine 
TadJean-Marie Le Pen 
MammPierrette Lalanne 
Breur pe c'hoarMarie-Caroline Le Pen, Yann Le Pen 
PriedÉric Iorio, Franck Chauffroy 
Kompagnun(ez)Louis Aliot 
BugelJehanne Chauffroy, Mathilde Chauffroy, Louis Chauffroy 
KarMarion Maréchal, Nolwenn Olivier, Jany Le Pen, Philippe Olivier 
Familhfamilh Le Pen 
Paeron pe maeronHenri Botey 
Yezh vammgalleg 
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg 
Yezh implijet dre skridgalleg 
Kondaonet evitFalstamall 
Micherpolitiker, alvokad, cadres de la fonction publique, professions libérales et assimilés 
Tachenn labourPolitikerezh 
Bet war ar studi eSkol-Veur Panthéon-Assas 
Diplom skol-veurMaster of Laws 
Lec'h labourStrossburi, Brusel 
Deroù ar prantad labour16 Gen 2011 
Strollad politikelRassemblement National 
RelijionKatoligiezh 
Darvoud-alc'hwezAffair of the parliamentary assistants of the National Front in the European Parliament 
Prizioù resevetQ19629928 
Postelmailto:contact@mlafrance.fr, mailto:marine.lepen@assemblee-nationale.fr 
Lec'hienn ofisielhttps://mlafrance.fr 
Serriñ

Emouestlet eo he e bed ar politikerezh er strollad Front National ; bet eo e-karg meur a gannad lec'hel abaoe 1998 (kuzulierez rannvroel en Île-de-France, e Nord-Pas-de-Calais ha goude-se en Hauts-de-France, kuzulierez ti-kêr Hénin-Beaumont) ; ur sez he deus e Parlamant Europa abaoe 2004 ; bez' ez eo kenbrezidantez ar c'hengevread strolladoù broadelour Europe des nations et des libertés (ENL).

Dilennet e oa bet e penn ar strollad Front national e-kerzh kendiviz Tours e miz Genver 2011, da gemer lec'h he zad Jean-Marie Le Pen, a oa krouer ha penn ar strollad. Pa oa kannadez ar Front National da-geñver dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2012, e tizhas an trede plas nemetken en dro gentañ, gant 17,90 % eus ar mouezhioù. Kannadez e voe adarre e 2017, ma teuas a-benn da dizhout an eil tro gant 21,30 %, a-dreñv Emmanuel Macron. Bez' ez eo an eil maouez o tizhout an eil tro e dilennadegoù prezidant e Bro-C'hall.

Marine Le Pen a oa bet lakaet war listenn an Time, an Time 100, ul listenn eus ar c'hant den galloudusañ dre ar bed e 2011 ha 2015.

En eil tro dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2017 e oa en em gavet Emmanuel Macron, penn ar strollad En Marche, e-tal Marine Le Pen, prezidantez ar strollad broadelour gall Front National.


Thumb
Emmanuel Macron ha Marine Le Pen

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.