Kat Dennings

From Wikipedia, the free encyclopedia

Kat Dennings

Katherine Litwack, Kat Dennings he anv micher, a zo un aktourez stadunanat, ganet d'an 13 a viz Even 1986 e Philadelphia, Pennsylvania, SUA en ur familh yuzev achkenaz[1]. Brud zo deuet dezhi goude he roll en un tamm eus ar stirad skinwel Sex and the City evit ar chadenn HBO.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Kat Dennings
Thumb
den
Reizh pe jenerplac'h 
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet 
Anv e yezh-vamm an denKat Dennings 
Anv ganedigezhKatherine Victoria Litwack 
Anv-bihanKatherine, Kat 
Anv-familhLitwack 
Deiziad ganedigezh13 Mez 1986 
Lec'h ganedigezhBryn Mawr 
TadGerald Litwack 
Yezh vammsaozneg 
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg 
Yezh implijet dre skridsaozneg 
Micheraktour, aktour skinwel, aktour sinema, voice actor 
Tachenn labouracting 
Deroù ar prantad labour2000 
Relijionyuzevegezh 
Lec'hienn ofisielhttp://katdennings.com/ 
Serriñ

Buhez

Ganet eo Katherine Litwack en un tiegezh bourc'hiz e Bryn Mawr, Pennsylvania. Ar vamm Ellen Judith Litwack a zo ur varzhez hag ur psikologourezh d'ar gomz, an tad Gerald J. Litwack a zo louzaouer molekulel ouzhpenn bezañ kelenner ha rener ur skol-veur.

Kat Dennings a zo ar bugel yaouankañ en un tiegezh 5 bugel, ar breur henañ a zo Geoffrey S. Litwack. Tud Kat a zo a orin yuzev (an dud-kozh a oa terc'het diouzh Rusia)[1]. E 2008 e tisklerias he er gazetenn jewishjournal.com:

[I’m] a billion percent Jewish… I don’t think I have any relatives who aren’t Jewish…Jewishjournal.com, 30/10/2008

Thumb
Dennings gant Beth Behrs harozed ar stirad skinwel 2 Broke Girls e-kerzh an 38th People's Choice Award, Genver 2012

Kat Dennings a zo bet skoliataet er gêr; n'eo chomet un hanter devezh nemetken en ur skol hengounel en he vuhez er skol Friends' Central School. Dont a reas a-benn da vont er skolaj memestra ha bezañ diplomet d'an oad a 14 bloaz. Fiñvet e oa bet ganti da Los Angeles, Kalifornia o heuliañ he holl familh. Ar pal a oa da reiñ an tu dezhi da vezañ aktourezh a holl amzer. D'ar mare-se e krogas da vat gant implij al lesanv "Dennings".

Buhez micherel

Kroget eo Dennings gant labourat evit rolloù kenwerzhel, oadet a 10 vloaz he doa tapet ur roll evit ur bruderezh chips patatez. Dennings a grogas gant al labour aktourez da vat e 2000 pa voe roet dezhi ur roll er stirad skinwel Sex and the City eus ar chadenn HBO, el lodenn "Hot Child in the City".

Rolloù

Filmoù

Muioc'h a ditouroù Bloaz, Titl ...
Bloaz Titl Roll Notennoù
2004Raise Your VoiceSloane
2005Down in the ValleyApril
Marla Piedmont
LondonLilly
2006Big Momma's House 2Molly Fuller
2007Charlie BartlettSusan Gardner
2008House BunnyMona
Nick and Norah's Infinite PlaylistNorah Silverberg
2009The Answer ManDahlia
ShortsStacey Thompson
DefendorKaterina "Kat" Debrofkowitz/Angel
2010Daydream NationCaroline Wexler
2011ThorDarcy Lewis
2012To Write Love on Her ArmsRenee Yohe
2013Thor: The Dark WorldDarcy Lewis
2014Suburban GothicBecca
2015Hollywood AdventuresKat DenningsCameo
2020FriendsgivingAbbyPost-produiñ
Serriñ

Skinwel

Muioc'h a ditouroù Bloaz, Titl ...
Bloaz Titl Roll Notennoù
2000Sex and the CityJenny BrierLodenn: Hot Child in the City
2001–02Raising DadSarah StewartRoll pennañ ; 22 lodenn
2002The Scream TeamClaire CarlyleFilm skinwel
2003Without a TraceJennifer NortonLodenn : Sons and Daughters
Less than PerfectKaitlinLodenn : The Girl Next Door
2004CSI: Crime Scene InvestigationMissy WilsonLodenn : Early Rollout
2005ClubhouseAngelaLodenn : Stealing Home
CSI: NYSarah EndecottLodenn: Manhattan Manhunt
2005–06ERZoe Butler5 lodenn
2009American Dad!Tanqueray (mouezh)Lodenn : G-String Circus
2010American Dad!Un touedez (mouezh)Lodenn : The People vs. Martin Sugar
2011–bremañ2 Broke GirlsMax BlackRoll pennañ
2012Robot ChickenLies mouezhioùLodenn : Executed by the State
201440th People's Choice AwardsKat DenningsPedet
The Newsroom (stirad skinwel)Blair LansingLodenn : Run
2015RuPaul's Drag RaceKat DenningsBarnerez pedet ; lodenn : ShakesQueer
Drunk HistoryKentucky DaiseyLodenn : Oklahoma ha 2 all
2017–bremañBig MouthLeah Birch (mouezh)13 lodenn
2017The SimpsonsValerie (mouezh)Lodenn : Mr. Lisa's Opus
2018Dallas & RoboDallas (mouezh)Roll penañn ; 8 lodenn
Produerezh ivez
2019–bremañDollfaceJulesRoll pennañ
Pennproduerezh ivez
2020WandaVisionDarcy LewisDa vezañ embannet
Serriñ

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.