From Wikipedia, the free encyclopedia
Ivonet Omnes a oa ur c'hloareg breizhat eus ar XIVvet kantved.
Anavezet eo e anv dre ma voe skrivet gantañ war dornskrid latin Speculum Historiale Vincent de Beauvais (1184/1194-1264), bloaziet etre 1330 ha 1350. E marz an dornskrid latin-mañ e oa oc'h eilañ e skrivas un nebeud gwerzennoù krennvrezhonek. Diskoachet e voent d'an 20 a viz Genver 1913 gant Joseph Loth, hag embannet damc'houde er Revue Celtique. Sellet e vez outañ evel ar c'hoshañ skrivagner brezhonek anavezet.
Ne ouzer tra diwar-benn Ivonet Omnes, a c'hellfe bezañ ur c'hloareg laosk e spered e-keñver erbedennoù an Iliz.
Darn eus ar varzhoneg zo bet ijinet gantañ war a seblant, met gwelout a reer ivez pemp gwerzenn a zo bet anavezet evel roudoù ur son (lai e galleg kozh) a c'hellfe bezañ bloaziet war-dro an XIvet kantved hervez Léon Fleuriot.
Soñjal a rae L. Fleuriot eo tost gwerzaouiñ Ivonet Omnes ouzh cynghanedd lusg Kembre, a veze priziet gant ar varzhed kembraek e mare ar c'hrenngembraeg.
Goude reizhadurioù Léon Fleuriot e c'heller treuskrivañ elfennoù koshañ ar varzhoneg evel-henn :
|
|
|
Hervez boazioù ar Grennamzer e veze kanet ar varzhoneg-se ha tost eo he gwerzaouiñ da hini Pemzec leuenez Maria.
Setu patrom ar gwerzaouiñ e barzhoneg Ivonet Omnes : ur silabenn e-kreiz ar werzenn a glot gant an eil diwezhañ evel-henn : - - - a - - a b.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.