From Wikipedia, the free encyclopedia
Inizi Sillan (Ynysek Syllan pe Enesek Syllan e kerneveureg, LFE: [ɪ,nɪ:zɛk 'sɪl:an]), zo un enezeg e penn pellañ mervent Kernev-Veur, ouzh toull-dor Mor Breizh, hag ur gorread 16,33 km² dezho.
E Breizh-Veur eo unan eus an Takadoù a Gaerder Naturel Dibar (Area of Outstanding Natural Beauty).
Anavezet e oant e Latin evel Insulae Sillinae[1], Silina pe Siluruni[2], ar pezh a glot gant Σίλυρες ha Σύρινες en henc'hresianek. Dont a ra marteze eus gwrizioù keltiek[3]. E diwezh ar grennamzer e vezent anvet gant merdeerien Europa Sorlingas (Spagnoleg, Portugaleg)[4] pe Sorlingues (galleg). Skrivagnerien zo a gred e teu al latin Sillinae eus solis insulae, “Enezoù an Heol”[5].
Kavout a reer roudoù eus sevenadur Oadvezh an arem gant un hanterkant bennak a vezioù megalitek, eus an eil milved a-raok J.-K.
Marteze ez eo an Inizi Sillan an inizi anvet Cassiterides ('Inizi ar staen') meneget gant an Henc'hresianed hag a vije bet bizitet gant ar Fenikianed. Koulskoude n'eus ket pikol staen en enezeg.
An inizi a c'hall bezañ bet ul lodenn eus Rouantelezh Dumnonia ha diwezhatoc'h eus hini Kernow (Kerne-Veur), betek aloubadeg ar saozon en Xvet kantved.
Gwirheñvel eo e oa kalz ledanoc'h an inizi betek n'eus ket keit-se ha marteze e oan staget an eil re ouzh ar re all o vont d'ober un enezennn vras a vefe bet anvet Ennor. Beuzet e oa kompezennoù kreiz an enezenn gant ar mor war-dro 400–500 Kent J.-K., ha lezel a reas ar 55 enezenn hag enezennig zo hiziv[7]. An anv Ennor a zeufe eus an hengerneveureg[8] En Noer, a dalvezfe "an douar"[8][9] pe an enezenn vras[10].
Meur a desteni zo diwar-benn un enezenn vrasoc'h ha koshoc'h.
Hanter hent etre Penn an Wlas hag an Inizi Sillan e vije bet bro vojennek Lyonesse, a reer anv anezhi e Danvez Breizh. Hervez ar vojenn e vije bet beuzet ar vro-se ha lonket gant ar mor en un nozvezh. Ar vojenn-se a gaver e lec'hioù all evel Mojenn Kêr-Is e Breizh hag hini Kantrev ar goueled e Kembre. Marteze e talc'h eñvor dourioù-beuz c'hoarvezet gwezhall-gozh
Er IVe kantved e vije deut daou eskop eretik, Instantius ha Tiberianus, diskibled da Brisillian, da glask repu en Inizi Sillan[14].
Ur brezel 335 vloaz en deus enebet an Izelvroioù (ar Proviñsoù-Unanet d'ar c'houlz-se) hag Inizi Sillan etre 1651 ha 1986. E-pad Eil Brezel Diabarzh Bro-Saoz a enebas ar roueelourien hag ar barlamantourien etre 1642 ha 1652, Cromwell en doa argaset ar roueelourien. Ur rannvro hepken a gendalc'he da herzel outañ : Kerne-Veur. Kevredet e oa neuze ar Proviñsoù-Unanet hag ar barlamantourien. Evel ma oa al lodenn vrasañ eus Breizh-Veur etre daouarn ar barlamantourien d'ar c'houlz-se e oa bet disklêriet ar brezel da Inizi Sillan a enebe atav oute. Paouez a reas ar brezel un nebeud mizioù goude. Sinet e oa ar feur-emglev a beoc'h e 1986 hepken en un doare ofisiel, ar pezh a sinifi e c'hallfe bezañ bet taget unan eus ar broioù gant eben e-pad an amzer-se. Dre ma ne oa ket bet sinet ar peoc'h ez eo sañset bezañ padet ar brezel e-pad 335 vloaz hep ma vije bet tennet an disterañ tenn. Unan eus ar brezelioù hirañ ha sioulañ eo eta[15].
Pemp enezenn poblet zo, ha 2 153 a dud en holl enne hervez niveridigezh 2001.
Didud eo an inizi all.
Setu ar brasañ anezho :
Enezenn | Poblañs (Niveridigezh 2001) |
Gorread (km²) | Pennlec'h |
---|---|---|---|
Ennor | 1 666 | 6,29 | Tre Huw |
Ynys Skaw | 180 | 2,97 | New Grimsby |
Brechiek (gant White Island) | 142 | 2,37 | Higher Town |
Aganas (gant Keow) | 73 | 1,48 | Saint Agnes |
Bryher (gant Gwithial) | 92 | 1,32 | Bryher |
Ynys Samson | 0 [Notenn 1] | 0,38 | |
Annet | 0 | 0,21 | |
Ynys Elidius | 0 | 0,20 | |
Teän | 0 | 0,16 | |
Guen Hily | 0 | 0,13 | |
Ar peurrest eus ar 45 enezig | 0 | 0,50 | |
Inizi Sillan | 2 153 | 16,03 | Tre Huw |
Abaoe 1890 ez eo distag Inizi Sillan diouzh kontelezh amaezhel Kernev-Veur hag ur c'huzul distag o deus da verañ an inizi. Chom a reont bodet en hevelep kontelezh lidel avat.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.