Gwezboell
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Gwezboell a reer eus ur c'hoari damheñvel ouzh hini an echedoù a oa e sevenadur ar Gelted a-raok da c’hoari an echedoù bezañ anavezet en hor broioù ; anv zo anezhañ er Mabinogi. Ur c'hoari strategiezh e oa, c’hoariet a-zaou, gant pezhioù lakaet war un tablez. Diwar an nebeud a ouzer diwar-benn ar c’hoari fidchell eus Iwerzhon hag ar c'hoari tawlbwrdd eus Kembre, eo bet adsavet ar c’hoari gwezboell gant Keit Vimp Bev e 1990.
Heñvel a-walc’h eo reolennoù ar c’hoari-se ouzh ar re implijet e c’hoari tablut ar Samied.
Ar ger gwezboell (henvrezhoneg : guidpoill "poell ar c'hoad"[1] ; gwyddbwyll e kembraeg, fidchell en heniwerzhoneg, ficheall en iwerzhoneg a-vremañ) a zeu eus *uidu-kueslà. An elfenn gentañ zo ur wrizienn indezeuropek *widu- a dalvez "prenn", "koad". Roet he deus, e brezhoneg bremañ, ar ger gwez, hag an tamm kentañ eus ar verb gouzout. An eil elfenn, *kwêllâ, a dalveze "gwelout", ha roet he deus ar brezhoneg "poell".
Er c’hoari gwezboell, en enep da c'hoari an echedoù ha da c’hoari an damoù, e vez daou du digempouez o nerzh o keveziñ, ha ganto palioù disheñvel. War un tablez 9 x 9 = 81 c’harrez e vez c’hoariet. Ar roue zo gwarezet en e gastell kreiz, gant eizh priñs. C’hwezek enebour en deus, renket pevar-ha-pevar. Klask a reont tapout ar roue dre c’hronnañ anezhañ ha mirout outañ a fiñval.
Ur roue teñval hag eizh difenner zo e kreiz an tablez ; c'hwezek enebour sklaer zo lakaet a-bevar ouzh kostezioù an tablez. E deroù ar c'hrogad e vez ar roue en e gastell, gronnet gant e zifennerien. Peogwir ne c'hall ket fiñval ez eo e enebourien a fiñv ur pezh da gentañ. Nepred ne vez fiñvet muioc'h eget ur pezh war an dro. A bep eil e c'hoari ar re sklaer hag ar re deñval.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.