From Wikipedia, the free encyclopedia
An henvrezhoneg eo anv ar yezh a veze komzet e Breizh etre ar IVe kantved[1], pe etre eil hanterenn ar Vvet kantved[2], ha deroù an XIIvet kantved. Ar yezh a droas d'ar c'hrennvrezhoneg goude ar bloaz 1000, hag ar brezhoneg arnevez adalek ar XVIIvet kantved.
Dornskrid Leiden eo ar skrid henvrezhonek koshañ anavezet[3].
Henvrezhoneg | |
---|---|
Henyezh | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Breizh |
Rannved : | Europa ar c'hornog |
Komzet gant : | |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | Ofis publik ar brezhoneg |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | obt |
ISO 639-2 | obt |
ISO 639-3 | obt |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Gant Léon Fleuriot eo bet dastumet ar skridoù henvrezhonek anavezet, en e c'heriadur anvet Dictionnaire des gloses en vieux breton[4].
Ar c'hoshañ enskrivadur henvrezhonek zo en ul laouer en ur chapel e-kichen Lomareg e Krac'h, nepell diouzh an Alre : « irha ema in ri », hag a ve "amañ emañ ar roue" e brezhoneg a-vremañ (e-lec'h ar ger kozh ri − rix e galianeg − e vez lavaret roue hiriv), da lavarout eo "amañ eo beziet ar roue".
An enskrivadur zo bet deiziet eus kantved Gwereg ha soñjal a reer e oa beziet ar roue eno. Elfennoù an dezenn-mañ zo :
Enskrivadur Gouvene (Engravadur an Aulnays) a weler war ur monumant e greunvaen, ha skrivet eo « ced parth so ». Un droidigezh ger-ha-ger a rofe "ken perzh zo", da lavaret eo "kenberc'henniezh zo" ; "kenberc'henniezh" zo cyd-parth e kembraeg.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.