Groe

kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia

Groe

Groe zo ur gumun eus kanton an Oriant-2, en Enez-Groe, e departamant ar Mor-Bihan e Breizh.

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro istorel ...
Groe
Porzh Tudi.
Porzh Tudi.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Groix
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton an Oriant-2
Kod kumun 56069
Kod post 56590
Maer
Amzer gefridi
Dominique Yvon
2014-2026
Etrekumuniezh An Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn Web http://www.groix.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 308 ann. (2022)[1]
Stankter 156 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 38′ Norzh
 28′ Kornôg
Uhelderioù kreiz-kêr : 47 m
bihanañ 0 m — brasañ 48 m
Gorread 14,82 km²
Lec'hiañ ar gêr
Groe
Serriñ

Douaroniezh

14 km² eo gorread Enez Groe. An enezenn vrasañ eus Breizh eo goude ar Gerveur.

8 km hirder ha 3 km ledander dezhi.

Emañ penn gwalarn ha penn gevred an enezenn e mirva naturel François Le Bail.

Ardamezioù

Thumb
« Rannet :

- ouzh 1 : en argant, e bemp brizhenn erminig en sabel lammellet;

- ouzh 2 : en glazur e vag pesketañ e argant ev c'houelioù en gul, heuliet ouzh kleiz gant un devenn geotet leinet gant un tour-tan en argant e gouloù en e gul;

E bevenn en argant. Un eor en sabel balirant war al lodennadur hag war ar vevenn, ar rilhenn skoret ouzh dehou gant ur bleizmor en argant hag ouzh kleiz gant ur morvleiz ivez en argant. »

Aozer : M. Stephan
Kuzul ar Gumun : 1957

Istor

Henamzer

  • Abaoe ar Ragistor, 10 000 bloaz a-raok J.-K., eo poblet Enez-Groe. Savet eo bet ar meurvein gant tud ar mare neolitik. E-kerzh an Henamzer eo deuet ar Wenediz kozh (Veneti) hag ar Romaned.

Sent

IXvet kantved ha Xvet kantved

  • Vikinged a zo bet e Groe ivez e-pad ur pennad amzer. Kavet e voe ur bez viking e 1906 en enezenn.

Dispac'h Gall

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Ur c'hamp-bac'h a voe digoret er gumun e 1914 evit derc'hel enbroidi eus ar stadoù o stourm ouzh Bro-C'hall ennañ[5],[6],[7].
  • Mervel a reas 174 gwaz eus Groe abalamour d'ar brezel, 48 anezhe war vor, hervez monumant ar re varv, da lâret eo 2,99 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[8].

Etre an daou vrezel-bed

Eil Brezel-bed

Nijerezioù ar Re Gevredet aet d'ar strad
Traoù all
  • E miz Du 1942 e voe bac'het 293 den en ur c'hamp savet nepell ouzh ar vered gant an Aozadur Todt, rediet e vezent da labourat evit sevel Moger ar Meurvor Atlantel; gwallgaset e vezent gant ar warded, 46 anezhe a varvas edan daou viz, en o mesk daou Bolonad yuzev, bet drouklazhet d'an 13 a viz Kerzu 1942[13],[14],[15].
  • E Sankenn an Oriant edo Groe[16].
  • Dieubet e voe Groe d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned, prizoniet e voe 11 ofisour ha 559 is-ofisour ha milour ordin[17].
Thumb
Anv P. Baron eus Groe ouzh monumant ar re fuzuilhet e Porzh-Loeiz
  • D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korf marv un den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oa; fuzuilhet e oa bet gant al lu alaman[18].
  • Mervel a reas 50 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[19].

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Aljeria
  • Mervel a reas pevar milour eus ar gumun[19].

Monumantoù ha traoù heverk

  • Mein-veur niverus : lec'hioù (pe zaolioù-maen) anvet "Men Cam", "Men Yann" ha "Vagouar-Huen". Peulvini Kêrlard ha Kêrglavezig. Bezioù kozh.
  • Ur bez viking (IXvet-Xvet kantved), bet kavet e 1906, ennañ ur Viking a renk uhel.
  • Arouezva Beg-Melen.
  • Tour-tan Penn Maen.
  • Tiez pesketaerien er penngêrioù. Feunteunioù ha poulloù-kannañ.
  • Iliz katolik Sant-Tudi XIvet kantved. Chapelioù XVIIIvet kantved ha XIXvet kantved: an Dreinded (er vourc'h), Itron Varia Kalmean, Sant-Leonard (e Kelwid), Itron Varia Plasmanek (e Lokmaria).
  • Ekomirdi Groe: istor, bleuñvoù, loened, douarouriezh, maenoniezh.
  • Mirva naturel ha douarouriel. Toull-an-Ifern. Toull-ar-Gurun. Groc'h-ar-Meot.
  • Tour-tan Penn-Maen.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[20]. Dioueliet e voe d’ar 5 a viz Even 1922[21].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[22].
  • Monumant nijourion ar C'hommonwealth bet lazhet e miz Eost 1943[23].

Poblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793


Armerzh Groe e 1893

Muioc'h a ditouroù Rummadoù, Bro-C'hall ...
Rummadoù Bro-C'hall Groe
Niver ar rollidi 93 809 1 650
Niver ar bigi-pesketa 26 325 252
Fard e tonelloù 174 229 5 094
Dastumad (talvoudegezh e Lurioù gall)
Brezhili fresk 4 266 532 24 560
Sardin 12 481 831 56 000
Toun 2 577 434 1 055 000
Ligistri ha grilhed-traezh 3 410 338 185 000
Chevr 1 623 162 2 250
Pesked fresk 35 602 325 -
Bezhin ha temz 5 921 770 4 414
Serriñ

[24]

Brezhoneg

  • 1970 Grammaire structurale du Breton de l'ile de Groix, Elmar Ternes
  • En hañv 2018 ha 2022 : devezhioù deskiñ brezhoneg zo bet eno gant UDB.
  • Kentelioù breton a-c'houde 2018.

Tud

Tud bet ganet eno

Arzourien bet awenet gant Groe

  • Livourien: Germaine Gardey, Henry Moret.
  • Kanerien : Gilles Servat en-deus skrivet ur ganaouenn "L'île de Groix".
  • Skrivagnerien: Lucien Gourong (ganet e 1943), konter ha beajour

Sportoù

  • Kampionad pouleñvat[28].

Liammoù diavaez

Livadennoù gant Henry Moret

Dave ha notennoù

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.