From Wikipedia, the free encyclopedia
Mordor (eus ar Sindarin Bro zu hag ar C'hanya Bro ar skeud) eo anv ar vro m'emañ rouantelezh Sauron, e bed Douar-ar-C'hreiz ijinet gant J. R. R. Tolkien.
Deiziad krouiñ | talvoud dianav |
---|---|
Anv er yezh a orin | Mordor |
Yezh ofisiel | Black Speech |
Kevandir | Douar-ar-C'hreiz |
Stad | Mordor |
Kêr-benn | Barad-dûr |
War ribl | sea of Núrnen |
Renad politikel | unveliezh |
Penn ar Stad | Saoron |
A zo stok ouzh | Ithilien, Rhûn, Khand, Harad, Gondor |
Krouet gant | John Ronald Reuel Tolkien |
Yezh implijet | Westron, Black Speech |
Present in work | Aotrou ar Gwalennoù, Akallabêth |
A denn da ved ar faltazi | Tolkien's legendarium |
Meizet eo bet e oa bet levezonet doare Mordor gant buhez Tolkien er Midlands greantel e Bro-Saoz, lesanvet "ar vro zu", ha gant an amzer tremenet o stourm e fozelloù talbenn ar c'hornôg e-pad ar Brezel-bed kentañ. Soñjal a reer ivez e oa levezonet gant deskrivadenn an dachenn annezet gant an euzhvil Grendel er varzhoniezh hensaoznek Beowulf anavezet-mat gant Tolkien.
Da ster zo d'an anv Mordor en oberennoù J. R. R. Tolkien : "Bro zu" e sindarin ha "Bro ar skeud" e Quenya. Ar wrizienn mor ("teñval", "du") a gaver ivez en anv Moria, a dalvez "toull du" pe "mengleuz du", ha Morgoth, anv ar c'hentañ aotrou du[1].
Tud zo o deus soñjet e teue "Mordor" war-eeun eus ar ger hensaoznek morðor, "pec'hed marvel" pe "muntr"[2]. Koulskoude, evel ma skriv Helge Fauskanger, Tolkien a oa bet oc'h ober gant div elfenn an anv-se, "mor" ha "dor" (evel e Gondor, Eriador) e-pad meur a vloaz a-raok bodañ anezhe e "Mordor"[2].
Fauskanger a skriv ez eus meur a c'her avat hag a zo damheñvel o son ouzh "mor" hag o deus ur ster a denn d'an teñvalded. Ar ger italianek moro (latin maurus, du, ha Mauri, ur meuriad eus Afrika an Norzh) a dalvez Maour, hag an anv-gwan a dalvez "du". Tolkien en deus disklêriet e plije an italianeg dezhañ [2]. Ar ger henc'hresianek Μαυρός (mauros) a dalvez ivez "teñval"[2]. Anv a ra ivez eus al liamm a c'halle bezañ e spered Tolkien gant Mirkwood, anv ar c'hoad teñval en norzh, diazezet war ar ger norsek myrk "teñval", kar d'ar saozneg "murky"[2]. Evit echuiñ, Fauskanger a veneg anvioù eus mojennoù ar roue Arzhur evel Morgana, Morgause, ha Mordred. An elfenn mor- amañ ne dalv ket "teñval", met gallout a rafe dont eus ar c'hembraeg mawr "bras". Tolkien avat en dije gellet liammañ anezhi ouzh ar re zrouk e mojenn ar roue Arzhur[2].
Er reter d'ar Gondor ha d'ar ster bras Anduin, hag er su da goad Mirkwood emañ Mordor. Kelc'hiet eo gant teir aradennad venezioù, en norzh, er c'hornôg, hag er su. Gwareziñ a reont ar vro diouzh an aloubadegoù ha mirout a reont ivez na dec'hfe ar re zo o chom er vro.
Stumm un hirgarrezenn zo da Vordor dre vras, gant ar c'hostezioù hirañ en norzh hag er su. Difennet eo war tri zu gant aradennadoù menezioù : an Ered Lithui ("Menezioù al Ludu") en norzh, hag an Ephel Dúath ("Menezioù ar Skeud") er c'hornôg hag er su.
Er c'hornôg emañ bro strizh Ithilien, ur broviñs eus Gondor. Er gwalarn emañ ar Marzoù marv ha Dagorlad. En norzh emañ an douaroù gouez hag er biz hag er reter emañ Rhûn. Er gevred emañ Khand hag er su emañ Harad.
Er gwalarn e tremener dre ode Cirith Gorgor da vont tre e kompezenn gloz Udûn. Sauron en deus lakaet sevel Dor zu Mordor (ar Morannon) a-dreuz an ode da greñvaat ar c'hreñvlec'hioù anvet tourioù an dent – Carchost er reter, ha Narchost er c'hornôg, tourioù gward hag a oa bet savet gant Gondor da evezhiañ an enkerzh-se. Difennet eo an tremen a-dreuz Udûn betek diabarzh Mordor gant un nor all, an Isenmouthe (Carach Angren, "Karvanoù Houarn" e sindarin). A-dal d'ar Morannon emañ an Dagorlad, "Kompezenn an Emgann", hag ar Geunioù Marv.
Mont a ra teir bro vras d'ober diabarzh Mordor. Emañ kalon rouantelezh Sauron er gwalarn, war pladenn grin Gorgoroth. Er c'hreiz ez eus ur menez-tan, an Orodruin (Amon Amarth, "Menez an Tonkad"), ma voe goveliet ar Walenn Nemeti. Pal Kompagnunezh ar Walenn eo en he c'hefridi da zistrujañ ar Walenn. E norzh ar bladenn emañ kreñvlec'h pennañ Sauron, Barad-dûr, e penn ur vrec'h eus an Ered Lithui. Volkanek ha divuhez eo Gorgoroth, met eno emañ mengleuzioù, govelioù ha gwarnizonioù Mordor.
Núrn, lodenn su Mordor, n'eo ket ken krin ha strujusoc'h eo. Gounezet e vez ar vro-se gant sklaved Sauron da vagañ e armeoù. Redek a ra gwazhioù betek mor sall Núrnen.
E reter Gorgoroth emañ kompezenn sec'h Lithlad.
An Ephel Dúath a zifenn Mordor er c'hornôg hag er su. Gwardet eo an ode vrasañ gant Minas Morgul, ur gêr a oa bet savet gant Gondor hag anvet Minas Ithil da gentañ[3]. Emañ ar c'hreñvlec'h anvet Durthang e norzh an Ephel Dúath, a-us Udûn[4]. Un ode uheloc'h ha diaesoc'h, Cirith Ungol, zo just en norzh da ode Morgul. Gwardet eo he lein gant un tour bet savet gant Gondor. Kas a ra an hent a-dreuz Torech Ungol, toull ar gevnidenn ramzel Shelob[5][6].
E-barzh an Ephel Dúath ez eus ur gribenn genstur, ar Morgai, dispartiet gant un draoñienn strizh, ur "vro o vervel ha n'eo ket marv c'hoazh koulskoude" gant "gwez izel krotous", "moudennoù geot louet garv", "man goeñvet", "bodoù bras drez rouestlet", ha bodoù brug dezhe draen hir, ha lemm"[7].
Sauron a reas e annez e Mordor en Eil Oadvezh Douar-ar-C'hreiz hag e chomas kreiz e c'halloud hag e iriennoù dibaoe. Sevel a reas ur pikol kreñvlec'h e Barad-dûr, "an Tour du", e-kichen ar menez-tan Orodruin, ha dont a reas diwezhatoc'h da vezañ anavezet evel Aotrou du Mordor. Deskiñ a reas penaos e veze savet ar gwalennoù galloud gant Elfed Eregion en Eriador, hag e c'hovelias dre guzh ar Walenn Nemeti en Orodruin. Stagañ a reas neuze da aloubiñ holl Douar-ar-C'hreiz, gant un argad a-enep Elfed Eregion, met argaset e voe gant an Númenóreaned[8].
Ouzhpenn mil bloaz diwezhatoc'h e touaras an Númenóreaned renet gant Ar-Pharazôn e Douarar-C'hreiz da stourm ouzh Sauron a embanne e oa "Roue an Dud". Sauron a lezas anezhe da dapout anezhañ hag a voe kaset gante da Númenor, ma voe pennabeg e zistruj. Distreiñ a reas kerkent da Vordor e stumm ur spered hag kenderc'hel da ren eno[9]
Ren Sauron a baouezas adarre pa c'hwitas e strivoù da ziskar tud diwezhañ Númenor hag an Elfed. Arme Kevredad diwezhañ an Elfed hag an Dud a antreas e Mordor. E-doug un emgann bras e Dagorlad e voe distrujet nerzhioù Sauron ha kemeret e voe Morannon, an Nor zu. Lakaat a rejont seziz war Varad-dûr neuze. Goude seizh bloavezh seziz e teuas Sauron er-maez hag e voe faezhet war rozioù an Orodruin. Tec'hout a reas e Rhûn, ha kompezet e voe Barad-dûr. Gondor a savas kreñvlec'hioù war harzoù Mordor da viret na zeufe e aotrou du en-dro, hag a zalc'has gward evel-henn e-pad mil bloaz[8].
Abalamour d'ur vosenn e Gondor e oa bet dilezet an nerzhioù a ziwalle Mordor, ha dont a reas adarre da vezañ leun a draoù fall.
An Nazgûl a dennas o mad eus degouezh Gondor da zistreiñ en-dro da Vordor, ha kemer a rejont Minas Ithil hag ar c'hreñvlec'hioù. Da vare avantur Bilbo Sac'heg e The Hobbit e tistroas Sauron da Zol Guldur. Van a reas da vezañ trec'het met e gwirionez e oa o prientiñ ar brezel[8].
Kuzul Elrond a zivizas kas ar Walenn d'an Orodruin da zistrujañ anezhi ha galloud Sauron war un dro. Kaset e voe da Vordor gant daou Hobbit, Frodo ha Sam Gamgee[8] dre ode Cirith Ungol. E-pad Brezel ar Walenn e klaskas Sauron kemer Minas Tirith, kêr-benn Gondor, met trec'het e voe gant Gondor ha Rohan en Emgann Maezioù Pelennor.
An drec'herien a renas neuze un arme betek an Nor zu da sachañ evezh Sauron pell diouzh ar Walenn. Hemañ a gasas e holl armeoù d'ar Morannon d'o faezhañ hag a c'houllonderas evel-se Mordor eus e soudarded. Kompezenn Gorgoroth en em gave hogos goullo ha Frodo ha Sam a c'hellas he zreuziñ betek Menez an Tonkad. E-doug Emgann Morannon e voe distrujet ar Walenn nemeti en Orodruin, ha war ar memes tro galloud Sauron, Barad-dûr, hag imor e armeoù d'en em gannañ[8][10]. Koll diwezhañ Sauron a verkas fin an Trede Oadvezh. Gorgoroth a zeuas da vezañ ur gouelec'h pa dec'has an Orked pe pa oant lazhet. Roet e voe Bro Núrn da sklaved dieubet Sauron[11].
Anv zo eus Mordor e tri film The Lord of the Rings gant Peter Jackson . Er c'hentañ film, Sean Bean, o c'hoari Boromir, a ziskleir e kuzul Elrond "Den ne ya tre evel-se e Mordor"[12]. En eil film, Gollum a gas Frodo ha Sam betek an Nor zu[13]. Er film diwezhañ, Frodo ha Sam a dreuz gant poan kompezenn volkanek Gorgoroth betek Menez an tonkad[14] dic'hizet evel Orked, dindan skleur ruz ar menez-tan ha lagad evezhiek Sauron diwar lein Barad-dûr[15], e-keit ha m'en em vod Arme ar c'hornôg evit ar gombat diwezhañ dirak Morammon. En diwezh e welont diskar trumm an holl draoù savet gant Sauron goude bezañ distrujet ar Walenn[14].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.