Emgann Iwo Jima

From Wikipedia, the free encyclopedia

Emgann Iwo Jima
Remove ads

Emgann Iwo Jima zo unan eus emgannoù brudetañ an Eil Brezel-bed war Talbenn ar Meurvor Habask, etre an 19 a viz C'hwevrer betek ar 26 a viz Meurzh 1945, e-pad an Eil Brezel-bed. Douarañ a reas ar Marines en Enez-Iwo Jima ha stourm a rejont krog-ha-krog gant Arme Impalaeriezh Japan evit he c'hemer. Aloubadeg arme ar Stadoù-Unanet, lesanvet Operation Detachment, a oa bet karget da gemer an enezenn gant he daou aerborzh evit adimplijout anezho a-benn bombezenniñ enezeier pennañ Bro-Japan.

Fedoù berr-ha-berr Maread, Lec'h ...
Remove ads

Kreñvaet e oa linnennoù ar Japaned en un doare pounner, gant ur rouedad stank a vunkerioù, lec'hiadurioù kanolierezh kuzhet, ha 18 km garidennoù[12]. Harpet e oa ar bagadoù amerikan war an douar a-hed an emgannoù gant un niver bras a ganolioù ha derc'hel a raent an oabl a-drugarez d'o morlu ha da nijerien ar morlu[13]. E-pad ar pemp sizhunvezh emgann e voe lod eus stourmoù gwadekañ ha taerañ Talbenn ar Meurvor Habask.

Niver ar Japaned marv war an dachenn a oa teir gwezh brasoc'h evit niver an Amerikaned, met evit ar wech kentañ en holl emgannoù ar Meurvor Habask, e oa uheloc'h niver hollek an Amerikaned tizhet (marvet ha gloazet) evit hini ar Japaned[14]. Diwar an 21 000 soudard eus Bro-Japan en Iwo Jima e deroù an emgann, ne oa kemeret nemet 216 prizoniad, en o zouez lod hag a oa kemeret abalamour ma oant faganet pe gloazet en un doare grevus[15]. Lazhet e oa ar pep brasañ eus ar peurrest e-pad an emgannoù, met jedet eo bet e kendalc'has war-dro 3000 anezhe da stourm er rouedad kevioù e-pad meur a zevezh war-lerc'h a-raok mervel diwar o gloazioù pe kodianañ sizhunvezhioù diwezhatoc'h[16][17]. Daoust d'an emgannoù ha d'ar c'holloù bras diouzh an daou du, asur e oa trec'h an Amerikaned abaoe ar penn kentañ. Abalamour d'an niver brasoc'h a soudarded amerikan, d'o armoù a oa gwelloc'h ha d'o mestroni eus an oabl, ha dre ma ne oa ket Japaniz evit en em dennañ nag evit resev soudarded fresk, ha gant ar bihan e oa o fourvezioù boued ha dafar, ne oa ket Japaniz evit gounit an emgann-se[18].

Abalamour d'ar c'holloù ramzel e voe kavet abeg en emgann er Stadoù-Unanet Amerika. William V. Pratt, bet e penn an operasionoù war vor, a zisklêrias e oa diezhomm an enezenn d'an arme evel bazenn ha diezhomm d'ar flodad evel porzh[19]. Kenderc'hel a reas ar Japaned da vezañ berzet eus argadoù an Amerikaned a-drugarez da radar Enez-Rota, na voe ket aloubet biskoazh, ha ne voe ket graet hogozik gant an nijvaoù[20]. Ar skiant prenet a-drugarez d'an emgannoù a oa bet a-raok en enezennoù ar Meurvor Habask a c'halle lakaat unan da soñjal e vefe difennet mat Iwo Jima hag e vefe kolloù bras. Implijet e voe an enezenn memestra gant ijinourien an Navy, ar Seabee, a savas eno peadra da adpakañ kirri-nij an USAAF ar B-29 mac'hagnet. En holl, 2251 B-29 a zouaras en Iwo Jima e-pad ar brezel "Iwo To Japan"[21]. Ar skrivagner J. Robert Moskin a gont 1191 kefridi da ambrougañ kirri-nij all ha and 3081 argadenn a loc'has diouzh Iwo Jima e-pad ar brezel a-enep Bro-Japan[22]

Luc'hskeudenn Associated Press gant ar banniel amerikan savet e krec'h ar Menez Suribachi gant c'hwec'h Marines a zeuas da vezañ ur skeudenn vrudet eus an emgann hag eus ar striv brezel amerikan er Meurvor Habask[23].

Remove ads

Er sevenadur

Thumb
Lec'h Iwo Jima er Meurvor Habask

Stiradoù skinwel

  • Er ministirad The Pacific e vez ul lodenn hag a gont Emgann Iwo Jima.

Filmoù

  • Flags of Our Fathers, gant Clint Eastwood, 2006, 131 munut
  • Letters from Iwo Jima, gant Clint Eastwood, 2006, 140 munut

Levrlennadur

Remove ads

Notennoù

Loading content...
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads