Death in June

From Wikipedia, the free encyclopedia

Death in June a zo ur strollad sonerezh-arnodiñ ha sonerezh neofolk breizhveuriat, bet krouet e 1981 gant Douglas Pearce, Patrick Leagas ha Tony Wakeford. A-raok krouidigezh Death in June e oa Pearce ha Wakeford izili ar strollad punk anvet Crisis, kemer a raent perzh e abadennoù Rock Against Racism (RAR), ha re aozet gant Anti-Nazi League (ANL). D'ar mare-se e oa ezel Wakeford eus SWP (Socialist Workers Party). E-kerzh sonadeg ziwezhañ ar strollad, bet aozet e Brest e miz Mae 2005 gant an ti-embann Steelwork Maschine, en deus embannet Douglas Pearce e vefe sonadeg ziwezhañ e strollad. D'an 8 a viz Gwengolo 2011 e voe embannet e vefe aozet un droiad sonadegoù da lidañ 30vet deiz-ha-bloaz krouidigezh ar strollad.

Muioc'h a ditouroù Bro orin, Doare(où) ...
Death in June
Douglas Pierce

Bro orin Rouantelezh Unanet
Doare(où) Post-punk
Sonerezh arnodiñ
Neofolk
Bloavezhioù oberiant 1981-bremañ
Label(ioù) NER
Lec'hienn ofisiel www.deathinjune.net/

Izili Douglas Pierce
Izili bet er strollad Patrick Leagas
Tony Wakeford
David Tibet
Boyd Rice
John Murphy
Serriñ

Istor

Patrick Leagas az eas ganto hag sambles e kroujont Death in June. Buan e tilezas ar strollad ar sonerezh punk, hag ec'h ouzpennas sonioù elektronek ha luskoù armeheñvel. War dachenn ar politikerezh e skrivas ar strollad (da skouer kanaouennoù evel Holy Water ha State Laughter, war o fladenn gentañ,The Guilty Have No Pride he zitl. Tony Wakeford a guitaas ar strollad e miz Genver 1984, goude ur sonadeg e Pariz. Patrick Leagas a reas kemend-all e miz Ebrel 1985, goude un droiad en Italia. Leagas a grouas ar strollad Sixth Comm, ha Tony Wakeford a grouas ar strollad Sol Invictus. Azalek ar mare-se e voe Pearce ezel nemetañ Death in June, ha sikouret e voe gant tud all. Levezonet voe ivez gant David Tibet, hag a-drugarez dezhañ e voe dedennet Pearce gant ar sonerezh folk. E-touez ar re a genlabouras gant Pearce emañ Forseti, Current 93, Boyd Rice, Rose McDowall, John Balance, Michael Cashmore, Simon Norris, pe c'hoazh James Mannox.

Levezonoù

Douglas Pearce a anzav eo levezonet gant skridoù Friedrich Nietzsche, re Yukio Mishima ha re Jean Genet. Mojennoù Norzheuropa a zo ivez ul levezon bras evitañ. Dedennet eo ivez gant ar brezel, an darempredoù mignoniezh etre paotred (heñvelrezih eo Pearce), an unwiskoù. Evit a sell ouzh ar sonerezh e veneg strolladoù evel Love, The Byrds ha Joy Division.

Arouezioù hag orin an anv

Abaoe m'eo bet krouet ar strollad en deus implijet an Totenkopf (penn marv) da arouez ar strollad. Skeudennoù an Eil Brezel Bed a gaver ivez alies e-barzh ar pladennoù. Meur a wech en deus displeget Pearce ne felle ket dezhañ broudañ torfedoù an nazied, met kentoch implijout un arouez kenedus. Rak dedennet-bras gant ar skeudennoù eo Pearce : kement pladenn savet gant Death in June a zo bet embannet en ur ziwall diouzh an doare ma'z eo kinniget. Embannadurioù ispisial a zo ivez, ar pezh a laka ar pladennoù da vezañ ker-ruz diouzh un tu, hag ar pezh a laka ivez ar re entanet gant ar strollad da soñjal o deus pladennoù dibar. Evit a sell ouzh orin anv ar strollad e soñjer alies e teu eus Nozvezh ar C'hontili Hir, hag c'hoarvezas e miz Even 1934. Hervez Pearce n'eo ket gwir, hag hervezañ ez eo digor da vat an anv, da lavaret eo c'hall forzh piv e zisplegañ evel ma kar. Kemend-se a laka ur bern tud da soñjal ez eo Death in June ur strollad nazi, faskour ha gouennelour. Er c'hontrol e lavar tud all n'eo ket gwir tamm ebet : arguziñ a reont en ur lavarout ez eo heñvelreizh Pearce, hag en deus bet tro da seniñ en Israel.

Troiad an 30 vloaz

Pladennaoueg

BloavezhTitlStumm
1981Heaven Street12"
1982State Laughter/Holy Water 7"
1983The Guilty Have No Pride LP
1984Burial LP
1984She Said Destroy12"/7"
1985Nada!LP
1985Born Again12"
1985 Come Before Christ Et Murder Love 12"/7"
1986The World That Summer2xLP
1986Lesson 1: MisanthropyLP
1987To Drown A Rose10"
1987Brown Book LP
1987Oh How We LaughedLive LP/CD
198993 Dead SunwheelsEP/CD
1989The Corn YearsCD
1990The Wall Of SacrificeLP/CD
19901888EP
1991The Cathedral Of TearsCD
1992Ostenbraun2x kasedig/CD
1992 But, What Ends When The Symbols Shatter? LP/CD
1992Paradise Rising12"/CDS
1992 Death In June/Current 93/Sol Invictus CD
1993Cathedral Of Tears12"/CDS
1993Something Is Coming2xLP/2xCD
1994Sun Dogs7"/CDS
1995Rose Clouds Of Holocaust LP/CD
1995Black Whole Of LoveCDS 7", 10", 12" box set
1995 Death In June Presents: Occidental Martyr 10" LP/CD
1996Death In June Presents: KAPO! LP/CD
1997 Die Schuldigen und der Nebel: The Guilty Have No Past/Night Et Fog 2xCD box set
1997DISCriminate ('81-'97)2xCD
1998Take Care & ControlLP/CD
1998 Kameradschaft CDS
1998Passion! Power!! Purge!!! CDS
1999 Death In June/Der Blutharsch/Forseti/NON & Freunde - Der Tod Im Juni CD
1999Heilige!CD
2000Operation HummingbirdLP/CD
2000 Fire + Ice - We Said Destroy 7"
2001All Pigs Must DieLP/CD
2004 Alarm Agents (as Death in June ha Boyd Rice) LP/Coloured Vinyl
2004 Alarm Agents (as Death in June et Boyd Rice) CD (disheñvel diouzh ar bladenn LP)
2005Abandon Tracks2xLP/CD
2006Free TibetMP3 (digoust war o lec'hienn)
2008The Rule Of Thirds2xLP/CD
2008Forever loves decayKanaouenn ar gaver war ar bladenn roet gant ar gelaouenn Elegy niv 52
2010Peaceful Snow/Lounge CorpsCD/2*10" PICTURE DISC/2*10" SNOW BLUE/2*10" SNOW WHITE/USB BOX

Liamm diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.