From Wikipedia, the free encyclopedia
Constantius Iañ, lesanvet Constantius Chlorus (diwar an henc'hresianeg Κωνστάντιος Χλωρός, Kōnstantios Khlōrós, "Konstantios Morlivet"), Marcus Flavius Valerius Constantius Herculius Augustus e anv latin (31 a viz Meurzh c. 250 - 25 a viz Gouere 306) a voe impalaer roman etre 305 ha 306.
Ganet e oa e Dardania e Moesia Superior (Serbia hiziv). Hervez e vab e oa kar d'an impalaer Claudius II, hogen hiziv e soñjer e oa bet ijinet ar gerentiezh-se.(Daveoù a vank)
Soudard e voe en arme roman, hag unan eus Protectores Augusti Nostri an impalaer Aurelianus (c. 215-275).
Perzh a gemeras er brezel da adkemer impalaeriezh Palmyra, e Syria a-vremañ. Un tribun e voe en arme Probus hag anvet da c'houarnour Dalmatia dindan Carus.
Dimeziñ a reas da Flavia Iulia Helena. Tad Constantinus Iañ e oa.
E 293 e voe anvet da Gaesar pa voe krouet an titl-se e framm an detrarkiezh. Evit-se ivez e rankas dimeziñ da verc'h Maximianus, Teodora ; marteze e rankas kas Flavia Helena kuit, met n'eus diell ebet da gadarnaat kement-se.
Karget e voe da zont a-benn eus emsavadeg Carausius, a oa e penn lestraz Gesoriacum (Boulogne-sur-Mer), rak hennezh, gant skoazell ar Franked, a oa dispartiet diouzh an impalaeriezh roman ha ren a rae war Proviñs Britannia ha hanternoz Galia.
Gant kalz a boan e kemeras Gesoriacum e 294, ha daou vloaz e voe o tont a-benn eus ar bagadoù soudarded emsavet ha da brientiñ aloubadeg Enez Vreizh. Gant e listri e kuitaas Gesoriacum e 296 : div arme a voe graet, an eil renet gant Constantius hag eben gant ar prefed Asclepiodotus. Abalamour d'al latar e rankas Constantius distreiñ da C'halia, met arme Asclepiodotus a c'hallas dilestrañ hag en em gannañ ouzh hini Allectus, an hini en devoa lazhet Carausius ha kemeret e lec'h.
E 298 e voe trec'h war an Alemanned o devoa treuzet ar Roen, a lakae freuz ha reuz e reter Galia, hag o devoa lakaet seziz war Andemantunnum (Langres).
En hañv 306 e varvas Caesar Constantius Iañ Chlorus, en Eboracum en Enez Vreizh.
An Impalaerien roman | ||
Tierniezh ... | ||
En e raok : ... (... - ...) |
Constantius Chlorus (305 - 306) |
War e lerc'h : Constantinus Iañ 306-... |
Heuliad Henroma |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.