Bronneg
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Remove ads
Ar bronneged a zo un takson a renker er mellkeineged ha renket e vezont hervez ar boaz evel ur gevrennad abaoe Carl von Linné a rae Mammiferae (liester ar ger latin Mammifera) anezho. Unskourrennek eo an taxon-mañ a greder. Gourdadoù heñvel o deus bet ar bronneged ouzh re ar skrampviled ha re al laboused, an tri anezho o vezañ renket e takson an amnioted.
Ar fosiloù koshañ a zo bet deiziataet war-dro 220 milion a vloavezhioù e-pad amzervezh an Trias. An diforc'h diouzh ar skrampviled eo an disparti a weler etre eskern ar skouarn diabarzh hag ar c'haved (karvan-draoñ).
An anv bronneged a zeu eus ar bronnoù o deus ar parezed evit magañ o mennoù gant o laezh. Gwagrennoù ar bronnoù a zeu eus kemmadur ul lodenn eus ar gwagrennoù-c'hweziñ.
Ar bronneged o deus ur gwad tomm hag e-touez al loened heñvelgwrez e vezont renket. Peurliesañ e vez o gwrez diabarzh padus ha war-dro 36-39° Celsius. Kemmus eo gwrez ar mennoù hag hini ar monotremed, ar gsenartred hag ar re a ya da c'hoañvaat.
Daoust dezho bezañ ganet war an douar hag azazaet d'ar vuhez warnañ da gentañ, e kaver meur a hini azazaet d'ar vuhez dourel pe vorel.
War-dro 5400 spesad bronneged a zo, rummataet e 29 urzhiad, 153 c'herentiad ha 1200 genad.
Remove ads
Deskrivadur
Ar c'hlopenn
Sinapsided eo ar bronneged. Gant div skodenn an askorn kilpenn eo koublet ar c'hlopenn ouzh an atlas, mell kentañ ar gouzoug. Bras a-walc'h eo volum ar c'hlopenn (ma keñverier anezhañ ouzh hini ar stlejviled da skouer) ha dre-se e c'hell degemer un empenn hag un ilpenn brasoc'h.
Div lodenn a ya d'ober kavenn ar genoù : e krec'h, lodenn ar c'hwesha hag an analiñ, hag en traoñ, lodenn ar chaokat. Dispartiet eo an div lodenn-se gant ur framm askornek ha diwar-se e c'hell ar bronneged analiñ ha chaokat er memes koulz. Un askorn nemetañ a ya d'ober ar c'haved (karvan-draoñ), koublet ouzh askorn an ividig.
Tri askorn bihan a ya d'ober ar skouarn grenn : ar stleug, ar morzhol hag an annev.
An dent
Lodenn galetañ ar skeledenn eo an dent ha dre-se n'anavezer bronneged karrekaet 'zo nemet diwar o dent.
Azasaet int ouzh ar pezh a vez debret gant al loen (kig, plant...). Lod eus ar bronneged zo dizant (ar merienaerien, ar pangolined, al lezireged...).
Peurrest eus ar skeledenn
An darn vrasañ eus ar bronneged o deus seizh mell-gouzoug (c'hwec'h gant an ejened-mor hag an ounaoued ha nav gant lezireged ar genad Bradypus).
Bez' o deus pevar ezel (pe aspadennoù anezhe d'an nebeutañ, evel gant ar morviled da skouer), ul livenn-gein, kostezennoù hag ul lienenn-gig.
Gwiadoù war-c'horre
Ar blev a servij da reoliñ gwrez korf ar bronneged. Diorroet int e stummoù ispisial gant loened 'zo (pikoù an hoc'hed-dreinek, plakennoù an tatoued...)
Perzhioù heverk all
Dispartiet eo kalon ar bronneged e daou gofig ha div skouarnig. An holl o deus gwagrennoù-laezh hag e vagont o re vihan gant al laezh produet gant ar parezed. An darn vrasañ o deus bronnoù, nemet loened an urzhiad Monotremata (an ornitorinked hag an ekidneed).
Remove ads
Doareoù d'en em vagañ
Meur a zoare d'en em vagañ a zo gant ar bronneged, lod anezho a zo hollzebrerien, reoù all kigdebrerien ha reoù all geotdebrerien. E-touez ar c'higdebrerien e kaver ar preizherien efedusañ hag ar pennoù-kizhier dreist-holl.
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads