From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Bezen Perrot pe Der bretonische Waffenverband der SS, lesanvet Perrot Gruppe pe Die bretonische SS, a oa un unvez-soudard alaman en Eil brezel-bed, Breizhiz enni o stourm, bet diazezet ez-ofisiel d'an 11 a viz Du 1943 da-geñver sinadur ur c'hendivizad etre Célestin Lainé hag ar c'horonal Hartmut Pulmer da grouiñ ar Bretonische Waffenverband der Sicherheitsdienst.
Deiziad krouiñ | 1944 |
---|---|
Brezel | Eil Brezel-bed |
Diazezer | Célestin Lainé |
Stad | Frañs |
Lec'h | Roazhon |
Raklec'hiet gant | Q21097711 |
Deiziad divodadur | 1945 |
Kemer a reas lec'h al Lu Brezhon hag ar Gadervenn, strolladoù-stourm broadelour breton anezho.
Célestin Lainé ha Marsel Guieysse a zo enaouerien ar Bezenn Perrot. Graet e veze Bezen Kadoudal, Strollad Breton o vrezeliañ a-enep ar Frañs ("Compagnie Bretonne en guerre contre la France"), eus ar strollad-mañ betek drouklazh Yann-Vari Perrot e Skrigneg d'an 12 a viz Kerzu 1943 : da vare e obidoù, d'ar 15 a viz Kerzu, e oa bet divizet gant an 33 ezel eus an unvez kemmañ hec'h anv da Vezen Perrot kement hag enoriñ koun ar beleg.
Un hanter nemetken eus izili ar Gadervenn (dek den) a heulias Célestin Lainé er Bezen Perrot, o vont gant hent ar c'henlabour soudardel gant an Trede Reich.
Dindan unwisk al lu alaman e oa soudarded ar Bezenn Perrot dre urzh an Alamaned hag a gare chom hep krouiñ kudennoù gant gouarnamant Vichy. Hervez an Alamaned e oa pal ar strollad kaout Ur strollad stourm breton, da vezañ implijet e Breizh asambles gant an nerzhioù alaman, a-enep hevelep enebourien Breizh hag Alamagn
[1].
Hini ar spont dindan urzhioù ar Sipo-SD e voe brezel ar Bezen Perrot. Stourm a reas taer soudarded ar Bezen Perrot a-benn frikañ makizoù paotred ar strouezheg. Ouzhpenn-se e voent gwarded da di ar Gestapo e Roazhon. Jahinet e voe lod prizonidi ar Rezistañs ganto betek o lazhañ, lod all a voe lazhet diouzhtu.
Er bloavezh 1944 e voent staliet e Roazhon e Kazarn ar C'holombier ; adal ar mare-se e grogjont da emgannañ a-enep ar makizoù.
Pa voe anat d'an holl izili e oa an Amerikaned o vont da vezañ trec'h e Breizh e savas ar soñj gant lod ha gant Olier Mordrel dreist-holl da adober un taol-dreist doare Emsavadeg Pask (Iwerzhoneg : Éirí Amach na Cásca) da Lun Fask 1916 gant ar vroadelourien iwerzhonat a-enep soudarded Bro-Saoz : kemer ur savadur e Roazhon ha gortoz bezañ friket gant an arme amerikan pe gant paotred ar strouezheg.
Siwazh evit ar re-se, Célestin Lainé a grede c'hoazh e vije trec'h an Alamaned en Eil brezel-bed, ha gant e holl nerzh e teuas a-benn da lakaat an taol da c'hwitañ.
Hervezañ, da betra e oa ar gounid o welet gwellañ stourmerien ar vroadelouriezh vrezhon o vont da get pa vefe an trec'h gant Alamagn hag e armoù souezhus un nebeud mizvezhioù war-lerc'h ?
Darn eus soudarded ar Bezen Perrot a dec'has da Iwerzhon gant sikour obererezh falspaperioù Yann Fouéré. Ar re a voe tapet a voe barnet e lez-varn Roazhon, hag adal ar 1añ a viz C'hwevrer 1951 e Lez-varn dibaouez ar nerzhioù milourel e Pariz.
Penn kentañ | Dibenn | Derez-karg | Anv |
---|---|---|---|
Gwengolo 1943 | Du 1945 | Hauptsturmführer Sicherheitsdienst (S.D.) | Hans Grimm |
Da gentañ e vez roet ar renk, goude-se an anv gwirion ha da c'houde al lesanv. Diaes eo kaout ditouroù resis a-zivout soudarded ar Bezen Perrot dre ma veze implijet meur a lesanv ganto ha dre zistruj pe goll un toullad paperioù e fin an Eil Brezel-bed.
Bro | Penn kentañ | Dibenn | Derez-karg | Anv | Barn |
---|---|---|---|---|---|
1943 | 1945 | Untersturmführer | Célestin Lainé "Neven Hénaff" | Ganet e 1908 e kêr Naoned. Penn meur ha kentañ hini ar strollad stourm. Kondaonet d'ar marv, repuet en Iwerzhon (Dulenn) | |
1943 | 1945 | Sturmscharführer | Ange Péresse "Ael", "Cokal" | Ganet e 1910. Heuliañ a reas e vuhez pad, adal ma kejas gantañ, Célestin Lainé etrezek hent dieubiñ Breizh dre ar feulster. Harper meur Lainé ha feal betek penn. Brudet evit bezañ taer en emgannoù dreist-holl a-enep ar gomunisted. Kondaonet d'ar marv, repuet en Alamagn (München) | |
1945 | Untersturmführer | Wild | Elzasian – 2vet penn ar strollad stourm. | ||
1943 | 1945 | Hauptsturmführer | Hans Grimm "Lecomte " | Elzasian. Penn anv. Harzet e voe ha bodet gant lod all eus ar Gestapo gant an Amerikaned. | |
1945 | Oberscharführer | Erich Froeboese | Alaman a orin. | ||
1943 | 1945 | Oberscharführer | Goulven Jacq "Maout" | alaman. Goude ar brezel en doa kavet repu e Spagn, e kamp Miranda de Ebro. War-lerc'h e oa aet da chom da Vrazil hag e São Paulo e oa chomet e-pad 8 |vloaz. Distreiñ a raio da Vreizh ha mervel e Kiberen. | |
1943 | 1945 | Oberscharführer | Alan Heusaff "Rouat", "Professeur" | lu alaman. Brezhoneger, bet asambles gant Yann Bourc'hiz evel skolaer e Kemper a-raok emezeliñ er Bezen Perrot. Kondaonet d'ar marv goude ar |brezel. Repuet en Iwerzhon. Aet da anaon e 1999. | |
1945 | SS-Mann | Marcel Bibe "Targaz" | Ezel yaouankañ ar Bezen Perrot. Enoret gant badj pe bazhedenn ar re gloazet gant al lu alaman. Kondaonet d'an toull-bac'h d'ar 17 a viz Gouere 1945. | ||
1945 | Oberscharführer | Léon Jasson Gouez | Eus Baod. Penn kentañ bagad ar Bezen Perrot. Kondaonet d'ar marv. Fuzuilhet d'ar 17 a viz Gouere 1946 d'an oad a 24 vloaz.[4] | ||
1945 | SS-Mann | Geoffroy-Fernand "Ferrand" | Ur gov genidik eus Peurid-ar-Roc'h - Kondaonet d'ar marv ha fuzuilhet evel Léon Jasson e miz Gouere 1946 d'an oad a 25 bloaz.[4] | ||
SS-Muzikmeister | Polig Guirec | Studier war ar Gwir ha soner binioù bras. C'hoari a rae sonerezh ar Bezen Perrot. | |||
1945 | SS-Mann | Jean Larnicol Gonidec | Eus Pornaleg ha Triagad. Marvet gant Stern. | ||
SS-Mann | Jean Chanteau Mabinog | Arbennikaet war an titouriñ. | |||
1945 | SS-Mann | Lezet | Eus Sant-Maloù | ||
6 a viz Even 1944 | 1945 | SS-Mann | Yves Le Négaret | Bet ezel eus LVF eus Even 1943 betek miz Mae 1944, ezel eus ar Bezen Perrot adal ar 6 a viz Even 1944 | |
1945 | SS-Mann | Louis Feutren Ar Mestr | Ganet d'ar 26/4/1922 e Pleuvihan. Studier war ar Gwir e Roazhon. Kavout a reas repu goude ar brezel e bro Gembre da gentañ ha goude-se en Iwerzhon lec'h ma teuio da vezañ kelenner ha ma timezo. Aet da anaon e 2009. | ||
1945 | SS-Mann | Youenn Le Noac'h Ruzik | |||
SS-Mann | Yann Bourc'hiz Guével | Jean Bourhis e anv gwirion, lesanvet Guével. Genidik eus Pluguen e 1920. Bet e oa bet skolaer e Kemper gant Alan Heussaf. Brezhoneger. Penn ar strollad stourm Dahut. Anavezet evit bezañ feuls taer. Kondaonet d'ar marv e fin ar brezel. | |||
1945 | SS-Mann | René Guyomarc'h | |||
1945 | SS-Mann | Yann Guyomarc'h Pipot | Genidik eus Gwengamp. Breur René Guyomarc'h. Aet da repui da Iwerzhon goude ar Brezel. A sevenas al liammañ etre kêrioù Gaillimh hag an Oriant. | ||
1945 | SS-Mann | Alphonse Le Boulc'h | |||
1945 | SS-Mann | Auguste Le Deuff Verdier | Kentañ lazhet e miz Mae 1944. Marvet dre obererezh ur paotr eus ar strouezheg a guzhas ur bistolenn en e vered pa voe harzet. Beziet hag enoret e voe gant al lu alaman. War e vez e voe skrivet soudard alaman. | ||
1945 | SS-Mann | Yann Laizet (pe Le Nezet) Stern | Eus Sant-Maloù. Marvet e 1944 e-pad un emgann gant paotred ar strouezheg. | ||
1945 | SS-Mann | Yann Louarn Le Du | Eus Gwengamp. Drouklazhet gant paotred ar strouezheg. Ur wech harzet e voe kaset en ur c'hoad ha lazhet. Stlapet e voe e gorf en ur vengleuz. | ||
1945 | SS-Mann | Job Hirgair Ivarc'h | eus Branderion . Marvet en Alamagn e-kerzh bombezadeg ur chareadenn tren. Hini diwezhañ ar Bezen Perrot marvet e-pad un emgann. | ||
1945 | SS-Mann | Joseph Le Berre Kernel Stern | lesanvet Kernel ha goude-se e adkemeras al lesanv Stern goude marv Yann Lezet. Marvet e Pariz pa oa o tagañ ur c'hreñvlec'h alaman, goude bezañ emezellet en FFI | ||
1945 | SS-Mann | Gervenou Docteur | |||
1945 | SS-Mann | Michel Chevillote Bleiz | Mab Olier Chevillote Penn-kanton evit Strollad broadel Breizh. Eus Gwengamp. Drouklazhet gant paotred ar strouezheg. Ur wech harzet e voe kaset en ur c'hoad ha lazhet. Stlapet e voe e gorf en ur vengleuz. | ||
1945 | SS-Mann | Ange Luec Forster | Anavezet evit bezañ kriz taer gant ar brizonidi[5]. | ||
1945 | SS-Mann | Gaston Foix Eskob, L’Évêque | Genidik a Roc'h-an-Argoed (Morbihan). Anavezet evit bezañ jahinet prizonidi[5]. | ||
1945 | SS-Mann | Xavier Théophile Mordelet le Mousse | genidik eus ar Mañs (1927). Studier, 17 vloaz pa emezelas er Bezen Perrot. Ne zougas biken an unwisk ha ne dennas ket un tenn fuzuilh. | ||
1945 | SS-Mann | Jacques Malrieu Héric | |||
1945 | SS-Mann | Christian-Joseph Guyonvarc'h Cadoudal | Emezelet da 18 vloaz. Kondaonet da 10 vloaz labour-ret. Dieubet e 1946. | ||
Gant un doare ofisiel a-berzh an Alamaned e oa aotreet soudarded ar Bezen Perrot da gaout ur skoedig kroaz-du a-benn breizhekaat o dilhad soudard. War ar poltriji, ral a gaver anezho, ne weler ket ar skoedig.
Pa'z aent da dagañ ar makizoù e blije dezho kaout banniel ar groaz-du hag ar gwenn-ha-du ganto.
Ken troet e oa soudarded ar Bezen Perrot a-enep ar C'hallaoued ha neuze dre o sell a-enep paotred ar strouezheg ma sikourent ofiserien ar Gevredidi hag a oa trapet er makizoù da dec'hel diouzh an Alamaned. Ar Major J.D Mac Leod eus an USAF a voe harzet ganto goude ma vije distrujet ur c'hamp paotred ar strouezheg.
Sikouret e voe da dec'hel etrezek harzoù Frañs gant Spagn gant tud ar Bezen Perrot. Siwazh dezhañ, pa glaskas prouiñ kement-mañ goude ar brezel e vankas prouennoù eus e lavar ha ne voe ket dalc'het e kont e barnadenn ar Bezen Perrot[6].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.