Broadelouriezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar vroadelouriezh[1] zo un ideologiezh aet war wel e dibenn an XVIIIvet kantved hag e deroù an XIXvet kantved : ar vroudelourion en em laka da izili eus ur vroad, a laka ar vroad-se da benntalvezout, hag a lavar c'hoantaat stourm eviti.

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal ; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.
Lod broadelourien a gav gwelloc'h ober dave d'an dud a zo kar dezho dre o gwad, ha re all a ra dave d'an dud a zo ganet war douar ar memes Stad hag int.
Meur a seurt broadelouriezh zo.
Orinoù
Ganedigezh ar vroadelouriezh vodern
Pan eo bet an natio, ur gêr latin, un termen implijet ha troet a-dreuz ar c'hantvedoù evit termeniñ pobloù pe veuriadoù pe strolloù tud liesseurt, ne weler ket un elfennadur politikel ha gwirael a-raok Kantved ar Sklêrijenn, an XVIIIvet kantved. Gant ar bredourien ha politikourien gall eo bet embannet e oa sujidi roue Bro-C'hall, keodeded ur vroad, ar Vroad C'hall. Dic'hallus avat voe ket mirout ar roue hag ar vroad asambles ken : goude ma voe bet nullet an unpenniezh e voe ret termeniñ piv a oa gwir brogarour hag enebour ar Vroad (unpennelourien, Chouaned, trafikerien, hag all).
Ar vroadelouriezh vreizhat
Meur a ster zo d'ar vroadelouriezh vreizhat.
- Ar voadelouriezh en ur ster strizh, da lavarout eo ar strolladoù a lavar bezañ a-du gant ar vroadelouriezh.
- Ar vroadelouriezh en ur ster ledan, a vod an holl strolladoù politikel diazezet e Breizh, a zifenn harzoù istorel Breizh ha yezh ha sevenadur Breizh.
- Ar vroadelouriezh en ur ster ledanoc'h c'hoazh, a vod ar strolladoù sevenadurel hag an aozadurioù a labour war dachenn Breizh hepken pe evit ar brezhoneg dreist-holl. Evel-se e vez lakaet Diwan hag Ofis ar Brezhoneg (ha meur a aozadur all da-heul) da vroadelourien gant ar republikanourion, evit diskar o brud da gentañ, hag evit lakaat ar Stad c'hall da enebiñ outo da c'houde. N'eus tost da zen ebet e Breizh avat o vagañ kasoni ouzh nep bro all ebet, ha pa vefe Bro-C'hall. Brogarantez a vez maget gant ar vroadelourion vreizhat peurliesañ, a zo brogarourion e gwirionez.
Ar vrogarantez eo ar garantez a vag an den ouzh e vro, ar vroadelouriezh eo ar gasoni a vag ouzh ar broioù all a lavaras Charles de Gaulle[2]. Evel-just n'eo ket sell ur Breizhad an hini eo.
Pennadoù kar
- Etrebroadelouriezh
- Brogarantez
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.