From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur balkon[1] (eus ar ger gallek "balcon", amprestet digant an italianeg balcone), pe pondalez-a-ziavaez[2] zo ul leurennig diavaez a valir ouzh moger ur savadur, gant un aspled en-dro dezhi hag a c'haller mont warni eus diabarzh an ti dre un nor-brenestr. Peurvuiañ e vez ouzh ur voger diavaez. A-wechoùigoù e c'hall bezañ e diabarzh ur savadur bras, evel ur c'hoariva, pe e c'hall skeiñ war ur porzh diabarzh.
E sevenadur an Azginivelezh ha betek ar XVIIvet kantved da vihanañ e Spagn hag Italia, e teue gwazed yaouank da ganañ nozkanoù dindan balkonioù ar plac'hed yaouank er c'hêrioù.
Eus balkon iliz-veur Sant-Pêr Roma e vez ar pab oc'h embann e vennozh urbi et orbi.
Balkonioù koad a veze alies E Malta e tenn ar balkonioù hengounel d'ar moucharabie arab.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.