From Wikipedia, the free encyclopedia
Berthe Morisot (Bouges, 14 a viz Genver 1841 - 2 a viz Meurzh 1895) a oa ul livourez c'hall stag ouzh luskad an impresionouriezh.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Berthe Morisot |
Anv ganedigezh | Berthe Marie Pauline Morisot |
Anv-bihan | Berthe |
Anv-familh | Morisot |
Deiziad ganedigezh | 14 Gen 1841 |
Lec'h ganedigezh | Bourges |
Deiziad ar marv | 2 Meu 1895 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Abeg ar marv | Grip |
Lec'h douaridigezh | Passy Cemetery |
Tad | Edmé Tiburce Morisot |
Mamm | Marie Joséphine Cornélie Thomas |
Breur pe c'hoar | Edma Morisot, Yves Elisabeth Morisot |
Pried | Eugène Manet |
Bugel | Julie Manet |
Kar | Léon Poirier, Jean Henri Mayniel, Édouard Manet, Paule Gobillard |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | livour, drawer, engraverien, lithographer, arzour |
Tachenn labour | livouriezh |
Bet studier da | Joseph Guichard, Jean-Baptiste-Camille Corot |
Lec'h labour | Pariz, Belgia, Italia, Rouantelezh an Izelvroioù, Londrez |
Deroù ar prantad labour | 1858 |
Dibenn ar prantad labour | 1895 |
Oberenn heverk | Gwel eus porzh an Oriant, The Cradle, Psyché, Eugène Manet en Enez Wight |
Luskad | Impressionism |
Tachenn | portrait painting, landscape painting |
Levezonet gant | Édouard Manet, Stéphane Mallarmé |
Niverenn katalog | 91 |
Bet embannet e | The Encyclopedia Americana |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Ganet e oa e Bourges (Cher), ha gournizez e oa d'al livour Jean-Honoré Fragonard, a zo bet lavaret. Gant he c'hoar Edma he devoa studiet arz al livouriezh, dre livañ diouzh skouer an taolennoù diskouezet e mirdi al Louvre. Eno e reas anaoudegezh gant Fantin-Latour.
Adalek 1861 e studias Berthe hag Edma gant Jean-Baptiste-Camille Corot, e Ville-d'Avray. Perzh a gemer Berthe Morisot e Saloñs 1864, e hini 1865 goude, ma kinnigas un nebeud gwelvaoù.
E 1868 e reas anaoudegezh gant Manet, ha patrom e voe-hi dezhañ evit meur a livadur : Le Balcon, Le Repos, Berthe Morisot au bouquet de violettes.
E 1874 e tilezas ar Saloñs ofisiel evit kemer perzh e diskouezadeg Monet, Sisley, Renoir hag all.
Er bloaz-se end-eeun e timezas gant Eugène Manet, breur Édouard.
Pa varvas he gwaz e 1892 e vanas klañv, ma fizias he merc'h Julie Manet er barzh Stéphane Mallarmé hag en Auguste Renoir, dezhañ d'he c'helenn war al livouriezh.
Estreget oberennoù Camille Pissarro ne voe nemet he re a voe diskouezet en holl ziskouezadegoù kentañ an Drivliadelourien.
Evel d'he c'hamaradez Mary Cassatt e plijas da Verthe Morisot livañ merc'hed, bugale, ha pennadoù eus buhez an tiegezhioù.
Mervel a reas Berthe Morisot d'an 2 a viz Meurzh 1895 e Pariz. Beziet e voe e bered Passy.
Priziet e vez atav ar vuhez a zifluk eus ar stummoù dispis a zamweler en he zaolennoù hag eus kan al livioù war al lien.
Bet eo al livourez e Breizh, graet ganti un toullad taolennoù e korn An Oriant.
Meur a emboltred anezhi he deus graet. Livet eo bet gant he mignoned Renoir hag Edouard Manet, he breur-kaer, ivez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.