An antropologiezh, pe c'hoazh an denoniezh, eo ar skiant a studi an Den e pep keñver: emdroadur, korfadurezh, bevoniezh, kleñvedoù, kevredigezh, sevenadur hag all. War un dachenn strisoc'h ez eo he fal studiañ ar c'hevredigezhoù nann-kornôgat, pe c'hoazh ar bihanniveroù kenelel kornogat[1].
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Rann eus ...
antropologiezh
diskiblezh akademek, penndanvez studi
Iskevrennad eus
skiantoù sokial
Rann eus
skiantoù sokial
Anv er yezh a orin
ἄνθρωπος
Is the study of
denelezh
Istor
history of anthropology
Pleustret gant
antropologour
Serriñ
Meur a skol zo en denoniezh:
ar skol gevredadourel gall, enni Émile Durkheim, Marcel Mauss, Claude Lévi-Strauss
ar skol gevredadourel breizhveurat, enni J.G. Frazer, Bronislaw Malinowski, A.R. Radcliffe-Brown, E.E. Evans-Pritchard
ar skol sevenadurel stadunanat, enni L.H. Morgan, Franz Boas, Marvin Harris, Clifford Geertz)
Troet gant tu arouezel ha tu kevredadourel an denoniezh eo ar C'hallaoued, ur skourr eus argevredadouriezh eo an denoniezh hervezo; lod denoniourion e kav dezho ned a ket ar C'hallaoued don a-walc'h e studi danvezel ha fizikel ar c'hevredigezhioù.
Liesdiskiblezheloc'h eo an doare angl-ha-sakson, pa rann an denoniezh e pevar skourr:
an denvevoniezh, pe denoniezh fizikel, a studi emdroadur perzhioù fizikel an den, hiloniezh ar pobladoù ha diazezoù bevoniel emzalc'h an dud, pe hini o c'herent ar primated
an denoniezh kevredadourel, a studi frammoù ar gevredigezhioù, ar politikerezh, ar gerentiezh a-douez tachennoù all; un adskourr eo an denoniezh sevenadurel, a studi an doareoù-bevañ, ar relijionoù, ha kement tu arouezel ar c'hevredigezhoù denel — an dudoniezh eo an iskourr-mañ e gwirionez
an denoniezh ragistorel, a studi ar c'hevredigezhoù denel a-wezhall, dre ar c'halvezadoù a zo chomet war o lerc'h
ar genelyezhoniezh, a studi penaos e kemm ar yezhoù dre ar c'hevredigezhoù denel.