Anne Frank

From Wikipedia, the free encyclopedia

Anne Frank

Annelies Marie Frank (12 Mezheven 1929 - 12 Meurzh 1945) a oa ganet e Frankfurt am Main (kêr vrasañ land Hessen en Alamagn) ha mervel a eure e kamp-bac’h Bergen-Belsen.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Reizh pe jener ...
Anne Frank
Thumb
den
Rann eusCanon of Dutch Literature 
Reizh pe jenerplac'h 
Bro ar geodedouriezhTrede Reich, statelessness, Republik Weimar 
Anv e yezh-vamm an denAnnelies Marie Frank 
Anv ganedigezhAnnelies Marie Frank 
Anv-bihanAnnelies, Marie 
Anv-familhFrank 
Anv e kanaアンネ・フランク 
Deiziad ganedigezh12 Mez 1929 
Lec'h ganedigezhMaingau Clinic of the Red Cross 
Deiziad ar marvC'hwevrer 1945 
Lec'h ar marvBergen-Belsen 
Doare mervelunnatural death 
Abeg ar marvTifuz 
Lec'h douaridigezhBergen-Belsen 
TadOtto Frank 
MammEdith Frank-Holländer 
Breur pe c'hoarMargot Frank, Eva Schloss 
KarEva Schloss 
Yezh vammalamaneg 
Yezhoù komzet pe skrivetnederlandeg, alamaneg 
Place of detentionAuschwitz-Birkenau, Westerbork Transit Camp, Bergen-Belsen 
Micherdiarist, skrivagner 
Tachenn labourdeizlevr 
Bet war ar studi e6th Montessori School Anne Frank 
Lec'h annezFrankfurt am Main, Merwedeplein 37-II, annex Prinsengracht 263, Frankfurt am Main, Bergen-Belsen 
Lec'h labourAmsterdam 
Deroù ar prantad labour1942 
Dibenn ar prantad labour1944 
RelijionYuzevegezh adreizhet 
Liv ar blevblev du 
Tuadur revelnon-heterosexuality 
Oberenn heverkHet Achterhuis, Tales from the Secret Annex 
Lec'hienn ofisielhttps://www.annefrank.org 
HashtagAnneFrank 
Deskrivet dreThe Diary of Anne Frank, The Diary of Anne Frank, Where Is Anne Frank, The Diary of Anne Frank, Love All You Have Left 
Roll ar sujedHolocaust victim 
Dileuriet gantAnne Frank Fund 
Dileuriad ar gwirioù a aozerAnne Frank Fund 
Oberennoù zo en dastumadNIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies 
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken 
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts 
Serriñ

Ur grennardez yuzev a oa anezhi, ha skrivañ a reas, en Amsterdam, e-kerzh aloubidigezh an Izelvroioù gant an Alamaned, un deizlevr e nederlandeg hag a voe troet goude ar brezel e tri-ugent yezh ha gwerzhet pemp milion warn-ugent a skouerennoù anezhañ dre ar bed.

He bugaleaj

Merc’h yaouañ Otto Heinrich Frank (1889-1980) hag e wreg Edith Hollander (1900-1945) e oa Anne Frank. Pa zegouezhas [Adolf Hitler]] e penn Alamagn e 1933 e kuitajont Frankfurt da vont da Amsterdam evit tec’hout rak heskinerezh an nazied. en ur ranni e karter Merwedeplein e vevas Anne Frank hag he familh etre 1934 ha 1942

E 1940 koulskoude e voe aloubet an Izelvroioù gant an nazied, ha kerkent e voe klasket war-lerc'h ar Yuzevien. Trizek vloaz e oa Anne Frank d'ar 6 a viz Gouhere 1942 pan eas an tiegezh da guzhat el labouradeg "Opekta" a oa da Otto Frank hag a oa e karter Prinsengracht e kreiz-ker Amsterdam.


Ar vuhez e kuzh

Rannet e oa ar savadur e div lodenn, an hini diaraok hag an hini diadreñv: en diaraog e oa an embregerezh hag ar stal, burevioù a-us dezho. Evit ar stal a yae betek ar sanailh dindan an adti, an Achterhuis. En estaj an ti en diadreñv eo e oa eizh den o kuzhat: Otto hag Edith Frank, tud Anne; Anne hag he c'hoar vras Margot; an aotrou Dussel, un dentour yuzev (Fritz Pfeffer e wir anv); an aotrou hag an itron Van Daan hag o mab Peter (Van Pels o gwir anv). Kuzhet e oa an nor da vont e-barzh an adti a-drek ul levraoueg savet a-benn-kaer. Degaset e veze boued d'an eizh den-se gant pevar den: Jo Kleiman, Viktor Kugler, Miep Gies hag Elly Vossen. E-kerzh ar bloavezhioù-se e kontas Anne en he deizlevr pegement a aon he devoa o vevañ e kuzh, penaos e kroge da vezañ douget da Beter, penaos e savas bec'h etre he zud ha hi, ha pegen bras e oa he c'hoant da vout skrivagnerez. Tremen a rejont daou vloavezh e kuzh evel-se.

Flatret ha tapet gant ar polis alaman

D'ar 4 a viz Eost 1944 ez eas unan bennak da bellgomz d'ar Gestapo, a gasas ar Grüne Polizei d'o dastum. Kaset e voent neuze da gamp Westerbork da gentañ, ha d'an 21 a viz Gwengolo e voent lakaet en tren diwezhañ war-du Auschwitz. Eno e tegouezhjont tri devezh war-lerc'h. Jo Kleiman ha Victor Kugler a voe bac'het. Miep Gies ha Bep Voskuijl, a oa bet ouzh o gwareziñ, ne voe ket klasket afer outo. E-keit-se e voe kavet deizlevr Anne gant Miep Gies hag Elly Vossen, div eus o gwarezerien. Bez e oa anezhañ meur a gaier a 300 pajennad dornskrivet en holl. Kuzhet e voe ar gavadenn gant Miep Gies en he burev.

Ur miz e tremenas Margot hag Anne e kamp Auschwitz-Birkenau a-raok bout kaset da v-Bergen-Belsen, ma varvjont gant ar vrec'h-du e miz Meurzh 1945, daou viz a-boan a-raok dieubidigezh an Izelvroioù. 16 vloaz e oa Anne. Edith Frank, mamm Anne a voe skoet klañv hag a varvas gant ar skuishentez en Auschwitz-Birkenau. Hermann van Pels a voe kaset d'ar gambr-gas e miz Gwengolo 1944 en Auschwitz-Birkenau

Fritz Pfeffer a voe skoet klañv hag a varvas gant ar skuishentez d'an 20 a viz Kerzu 1944 e Neuengamme. Augusta van Pels a varvas e miz Ebrel 1945 e Theresienstadt. Peter van Pels a varvas d'ar 5 a viz Mae 1945 e kamp Mauthausen. Ne chomas nemet Otto Frank, tad Anne, a zeuas e-maez kamp-diouennañ Auschwitz. Mervel a eure e Basel (Suis) e 1981 d'an oad a 91 bloaz.

War-lerc'h ar brezel, pa voe asur e oa marvet Anne, ez eas Miep Gies da gas deizlevr e verc'h dezhañ. Neuze en lakaas embann dindan an anv Deizlevr Anne Frank.

Nagennouriezh

Er bloavezhioù tremen ez eus deuet a zindan wask un embannadur eus skrid orin Anne Frank hag eus an hini bet graet gant he zad. Tud zo evel an nagennour gall Robert Faurisson, a nac'h e vije gwir ar pep brasañ eus danevell ar grennardezenn. Meur a skiantour a zo bet o plediñ gant ar skridoù ha dizarbennet eo bet tezennoù Faurisson.

Filmoù

Abaoe 1960 e c'haller gweladenniñ an ti ma voe Anne hag he ziegezh o kuzhat. Unan eus ar mirdioù a vez gweladennet ar muiañ en Amsterdam eo. Er bloavezh 1959, e voe savet ur film diwar he levr gant George Stevens. Meur a film skinwel zo bet graet ivez, hag ur film tresadennoù- bev japanat zo bet graet ivez, Anne no nikki e 1995.

Danvez kar

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Muioc'h a ditouroù Diazezoù, Yuzevien ...
Diazezoù
EnepyuzevegezhGouennelouriezhNaziegezhLezennoù NürnbergEutanaziezh T-4Kamp-bac'h naziRoll kampoù-bac’h an naziedTric'horn (kampoù bac'h)Gouennlazh
Yuzevien
Shoah
Pogromoù : Nozvezh ar strink
Ghettoioù an nazied : Ghetto VarsoviaGhetto ŁódźGhetto KrakoviaTheresienstadt
Einsatzgruppen : Babi YarRumbulaLazhadeg PonaryLazhadeg Odessa
Diskoulm diwezhañ : Kendiviz WannseeAktion ReinhardZiklon B
Kampoù-diouennañ : Auschwitz-BirkenauBełżecBergen-BelsenBuchenwaldChełmnoDachauKreñvlec'h BreendonkOranienburgSachsenhausenSobibórTreblinka
Rezistañs : Emsav Ghetto Varsovia
Romed
Porajmos
Slaved
Generalplan Ost
Heñvelrevaded ha Lesbianed
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied
Torfedourien bennañ
Trede Reich : Adolf HitlerReinhard HeydrichAdolf EichmannHeinrich HimmlerRudolf HössSSGestapo

Prosez Nürnberg

Serriñ
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.