From Wikipedia, the free encyclopedia
Alexander Wilson (Paisley, 6 a viz Gouere 1766 – Philadelphia, 23 a viz Eost 1813) a oa ur barzh, un evnoniour, un naturelour hag un treser skosat ha stadunanat. Da Father of American Ornithology, "Tad an evnoniezh stadunanat" ez eo bet lakaet goude bezañ bet dilennet en American Philosophical Society e Philadelphia[1], a-raok Jean-Jacques Audubon (1785-1851).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-Skos, Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Alexander |
Anv-familh | Wilson |
Berradur aozer boas e zoologiezh | Wilson, A. Wilson |
Deiziad ganedigezh | 6 Gou 1766 |
Lec'h ganedigezh | Pàislig |
Deiziad ar marv | 23 Eos 1813 |
Lec'h ar marv | Philadelphia |
Lec'h douaridigezh | Gloria Dei (Old Swedes') Church |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Studier | Jean-Jacques Audubon |
Bet studier da | Nancy Bartrum |
Oberennoù zo en dastumad | Minneapolis Institute of Art, National Gallery of Art, Smithsonian American Art Museum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Reference Library |
Ganet e oa bet A. Wilson e Paisley, e Renfrewshire, en un tiegezh presbiteriat, mab da Alexander "Saunders" Wilson ha Mary McNab. Ur floder e oa bet an tad kent mont da wiader ha strilher. Goude tremenvan e wreg ec'h addimezas Saunders hag e tilojas da Lochineuch, e Renfrewshire bepred, ma voe saver-chatal.
Skoliataet un tammig e voe Alexander, met ur bugul e oa dreist-holl betek e drizek vloaz pan eas da zeskard e vreureg, ur gwiader ivez. Goude-se ec'h eas da vicherour baleer e-pad pevar bloaz, o redek bro, o chaseal ar skilgegi meur en e amzer vak hag o vale marc'hadourezh a zor da zor dre Vro-Skos a-bezh[2].
Endra edo o labourat er gwiaderezh en-dro goude-se e kavas A. Wilson e oa dedennet-bras gant ar varzhoniezh, a-drugarez da oberennoù skotek Robert Burns. Krog e voe Wilson da skrivañ d'e dro : ouzhpenn da valladennoù ha mêsaerganoù ec'h aoze flemmganoù a-zivout stad ar wiaderien el labouradegoù. E 1792 e skrivas ur varzhoneg anvet Watty and Meg, or The Wife Reformed diwar-benn ur mezvier hag e wreg, a voe brudet-tre. Prosez a voe graet dezhañ en abeg da wallvruderezh a-c'houde ur flemmgan en devoa skrivet diwar-benn perc'henn saoz ul labouradeg ; drouktunañ ar c'hlemmer a eure, harzet e voe, ar pezh a c'hoarvezas meur a wech. Paouraat a reas dre ma n'en deveze mui amzer da labourat a-zevri, hag e miz Mae 1794, d'an oad a 27 vloaz, e tivizas divroañ da SUA gant e niz oadet a 16 vloaz[3]
Goude erruet e Delaware ec'h eas war droad da Philadelphia e Pennsylvania, ma klaskas labourat er moullerezh hag er gwiaderezh ; dre ma reas kazeg e troas war-du ar c'helenn, ar pezh a reas adalek 1796 betek 1801[4], ar bloaz m'en devoe darempredoù gant ur vaouez dimezet, pezh e redias da guitaat Philadelphia.
E-pad berr amzer e voe o kelenn e New Jersey kent distreiñ da Philadelphia ma kavas fred. Eno e kejas ouzh an naturelour brudet William Bartram (1739-1823) ; gant ar skiantour e voe kennerzhet ar gwiader da genderc'hel war hent an evnoniezh hag an tresañ.
Mennet e oa Alexander Wilson neuze da embann ur skeudennaoueg eus holl evned Norzhamerika. Redek bro a eure, en ur dresañ ha livañ 268 spesad laboused. E oberenn American Ornithology, nav levrenn enni, a voe embannet adalek 1808 betek 1814 ; kalzik spesadoù na oant ket bet deskrivet a-raok zo el labour-se[5]. Levezonet-bras gant American Ornithology e voe Jean-Jacques Audubon pa savas e levr The Birds of America (1827-1838).
Er bloaz 1813 e voe dilennet A. Wilson da ezel eus an American Philosophical Society. E miz Eost ar bloaz-se e varvas diwar flus, re a labour ha paourentez padus e-keit ha m'edo o prientiñ levrenn diwezhañ American Ornithology[6] ; dalif eo an 9vet levrenn eta. Er vered Gloria Dei e Philadelphia emañ e vez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.