yezh From Wikipedia, the free encyclopedia
Arabat kemmeskañ gant Saozneg Skos na gant Gouezeleg Skos
Skoteg (Scots) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Bro-Skos, Iwerzhon |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 100 000 evel yezh kentañ (1999) 1,5 milion evel eil yezh Adalek 17% betek 85% eus poblañs Skos a gomz mui pe vui |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | dre lezenn: E bro ebet Evel yezh vinorel: |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | sco |
ISO 639-2 | sco |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar skoteg (er yezh-se: Scots, [ˈskɔts]; Gouezeleg Skos: Beurla Ghallda, Albais) a zo ur yezh c'hermanek komzet e kreisteiz Bro-Skos hag ivez e Norzhiwerzhon, ma'z eo anavezet evel Ulster Scots. A-wezhioù e vez graet Lowlands Scots anezhañ evit ober ar c'hemm gant Gouezeleg Skos.
Diaes eo termeniñ ar yezh-se en un doare klok peogwir n'eus termenadur resis ebet evit ober un diforc'h etre ur yezh hag ur rannyezh. A-wezhioù e vez sellet outi evel ur rannyezh eus ar Saozneg, a-wezhioù e vez sellet evel ur yezh c'hermanek ken kar d'ar saozneg ha ma c'hallfe bezañ an norvegeg d'an daneg.
Barzh brudetañ Bro-Skos, Robert Burns, a skrive e skoteg.
Komzerien ar skoteg a implij anvioù evel braid Scots (Skoteg ledan), pe anvioù rannyezhel evel Doric pe Buchan Claik. Daoust ma n'eo ket ken diouzh ar c'hiz e vez implijet c'hoazh Scotch e Norzhiwerzhon, dreist-holl. Lallans a zo implijet ivez. Ulster Scots a zo implijet e Norzhiwerzhon (pe Ulstèr Scotch gant ar re a glask ledanat tachenn ar yezh), pe c'hoazh Ullans, meskaj etre Ulster ha Lallans.
Ur meskaj etre an henskoteg Scottis hag an hensaozneg diwezhañ Scottisc (Saozneg a-vremañ : Scottish), en deus erlec'hiet ur stumm koshoc'h Scyttisc (gant ur c'hemmadur en "i"). A-raok ar XVvet kantved e veze anavezet ar yezh c'hermanek komzet e Bro-Skos evel "saozneg" (skrivet Ynglis pe Inglis d'ar mare-se), pa veze implijet Scottis evit ar gouezeleg. Dont a ra an anv brezhoneg eus Scottis. Goude ar XVvet kantved eo deuet ar yezh c'hermanek komzet e kreisteiz Bro-Skos da vezañ disheñveloc'h-disheñvelañ diouzh ar rannyezhoù saoznek, hep kaout un anv dezhi koulskoude. Adalek 1495 eo bet implijet muioc'h-mui ar ger Scottis evit ar skoteg pa veze implijet Erse (a dalvez Iwerzhoneg) evit ar gouezeleg, a-raok ma vefe implijet Gaelic, Scots Gaelic pe Scottish Gaelic evit ar yezh-se.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.