From Wikipedia, the free encyclopedia
Aetius, pe Flavius Aetius, bet ganet war-dro 395 e Durostorum (hiziv Silistra, e Bulgaria) hag aet da Anaon (muntret) d'an 21 a viz Gwengolo 454, a oa senedour roman ha pennjeneral arme en Impalaeriezh roman ar C'hornôg dindan an impalaer Valentinianus III (425-455).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh roman ar C'hornôg, Henroma |
Lealded | Impalaeriezh roman ar C'hornôg |
Anv e yezh-vamm an den | Flavius Aetius, Flavius Aëtius |
Praenomen | talvoud ebet |
Deiziad ganedigezh | 390s |
Lec'h ganedigezh | Silistra |
Deiziad ar marv | 21 Gwe 454 |
Lec'h ar marv | Ravenna |
Doare mervel | muntr |
Killed by | Valentinian III |
Tad | Gaudentius |
Pried | talvoud dianav, Pelagia |
Bugel | Carpilio, Aetia, Gaudentius |
Micher | politiker, milour |
Karg | konsul, senedour roman |
Grad milourel | Magister militum |
Brezel | Battle of Ravenna, Emgann Campus Mauriacus |
Korf an arme | Late Roman army |
Prantad | Low Roman Empire, late antiquity |
Da zen-gouestl e oa bet kaset da-douez ar Huned, ma teuas da vout mignon da Attila[1].
Sevel a ra Aetius a-du gant Johannes (423 / 425).
Tri deiz goude marv Johannes (e miz Mae 425), Aetius en em gav en Italia gant 60 000 Hun, evit difenn Johannes. Mes dre ma oa marv Johannes (lazhet war urzh Galla Placidia), e rankas kompeziñ gant houmañ, hag e lakaas an Huned da vont en-dro, goude bet paeet.
Galla Placidia, o kompren eo gwelloc'h kaout Aetius a-du ganti, a savas anezhañ da gont[2].
Aetius a zo bet koñsul peder gwech ː
- e 432, evit ar C'hornôg, da heul Valerius (hemañ evit ar Reter)
- e 437, evit ar C'hornôg, da heul Flavius Sigisvultus (hemañ evit ar Reter)
- e 446, da heul Symmachus, o-daou evit ar C'hornôg.
- e 454, da heul Studius, o-daou evit ar Reter[3].
Goude marv Galla Placidia, mamm an impalaer Valentinanus III, d'ar 27 a viz Du 450, hag hemañ hep mab, Aetius a ginnigas neuze dezhañ dimeziñ e vab Gaudentius da Eudocia, merc'h henañ Valentinianus, oadet a 12 vloaz.
Attila aet da ober brezel ouzh an impalaeriezh roman, e 451, Aetius a savas un arme a-enep Attila. An arme-se a oa enni Romaned, Wizigoted, Burgonded, Franked, Saksoned, Armorikaned (Galianed-ha-Romaned etre ar stêr Liger ha Mor Breizh). Trec'h e voe Aetius war Attila en Emgann Chalons, e fin Mezheven pe digor miz Here 451.
Diwar se, Valentinianus a gemeras disfiz diouzh Aetius ha c'hoant hemañ da gemer ar galloud warnañ. D'an 21 a viz Gwengolo 454, Valentinianus a c'halvas Aetius da zont da Roma en e balez. Drouk-ruz ennañ, Valentinianus a lakaas lazhañ Aetius, pe a lazhas anezhañ e-unan[4].
War-lerc'h Aetius e voe renet an Impalaeriezh gant Ricimer, a orin suev ha vizigot, hag ar Burgond.
An istorour Georges Bordonove en deus skrivet diwar-benn Aetius ː "Il avait pourtant commencé sa carrière comme un aventurier sans scrupules" ("Kroget en devoa koulskoude e vuhez evel un den diskorpul"[5] An istorour Maurice Bouvier-Ajam a skriv ː "On peut soupçonner fortement Flavius Aetius d'avoir toujours envié la pourpre impériale". "Gallout a reer soñjal kreñv en devoa bet c'hoant Flavius Aetius da gemer dilhad limestra an impalaeriezh"[6]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.