← C'hwevrer → 1añ 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 Darvoudoù 1541 : Santiago de Chile zo diazezet gant Pedro de Valdivia. 1771 : dont a ra Gustav III da vezañ roue Sveden. 1772 : dizoloet gant Yves Joseph de Kerguelen de Trémarec an inizi a zougo e anv diwezhatoc'h. 1832 : staget eo an inizi Galápagos ouzh Ecuador. 1912 : Puyi, impalaer diwezhañ Sina, a zilez e garg. 1974 : ar skrivagner Aleksandr Soljenitsyn zo harluet eus an Unaniezh Soviedel. 1994 : laeret eo bet taolenn brudet Edvard Munch, Ar Garm, e Mirdi Broadel Norvegia. Ganedigezhioù Abraham LincolnCharles Darwin 1744 : Jean-Baptiste de Lamarck, naturour gall. 1768 : Franz II an Impalaeriezh Santel. 1794 : Aleksandr Petrov, mestrc'hoarier echedoù ha saver kudennoù echedoù rus. 1809 : Abraham Lincoln, 16vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika. 1809 : Charles Darwin, bevoniour saoz. 1861 : Lou Andreas-Salome, lennegez eus Rusia troet gant al lennegezh, ar bredelfennerezh hag ar brederouriezh. 1878 : Louis Henri Nicot, delwennour ha kizellour gall. 1885 : Julius Streicher, embanner ar gelaouenn enep-yuzev Der Stürmer. 1933 : Costa-Gavras, filmaozer gall a orin gresian. 1939 : Ray Manzarek, kaner ha soner klavier stadunanat, unan eus pevar c'hrouer ar strollad The Doors. 1941 : Dominguinhos, kaner ha soner akordeoñs eus Brazil. 1950 : Angelo Branduardi, kaner ha soner italian. 1950 : João W. Nery, skrivagner brazilian. 1961 : Michel Martelly, kaner ha politiker eus Haiti. Marvioù MarivauxImmanuel Kant 1517 : Katelin Navarra, rouanez Navarra. 1763 : Pierre de Marivaux, aozer pezhioù c'hoari gall. 1771 : Adolf Fredrik, roue Sveden. 1804 : Immanuel Kant, prederour alaman. 1880 : Yann-Wilhoù Herri, skrivagner ha yezhour breizhat. 1886 : Randolph Caldecott, arzour saoz. 1932 : Charlez ar Govig, barzh ha romantour. 1949 : Hasan Al-Banna, saver ar Vreudeur Vuzulman. 1958 : Marsel Kachin, politikour breizhat, rener ar gazetenn komunour L'Humanité e-pad un hanter-kantved, dilennet er Vodadeg Vroadel c'hall. 1971 : Pascual Candel Palazón, skrivagner spagnolek. 1979 : Jean Renoir, filmaozer ha saver senario gall. 2003 : Herri Kaouisin, embanner, skrivagner, skeudennaouer ha filmaozer breizhat. 2008 : Jean Prouff, c'hoarier/gourdoner brudet e Stad Roazhon. Lidoù Devezh etrebroadel ar vugale soudard. Sent an deiz e Breizh : sant Filiz, adsaver abati Rewiz (m. 1038). sant Gwened, penitiour. breur Riog, avieler Enez-Edig (XIvet kantved). sant Rieg, penitiour (Vvet kantved). Wikiwand - on Seamless Wikipedia browsing. On steroids.