Brasañ bro ar bed eo Rusia (pe Rusi[1]), ent-ofisiel Kevread Rusia pe Kevread Rusian (Российская Федерация, Rossiyskaya Federatsiya, distagadur: [rɐˈsʲijskəjə fʲɪdʲɪˈratsɨjə]). Moskov eo he c'hêr-benn ha 146,5 milion a dud e oa o chom er vro e 2014.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Российская Федерация
Kevread Rusia
Thumb Thumb
Banniel Rusia Ardamezioù Rusia
Thumb
Kan broadel гимн Российской Федерации
(Gimn Rossiyskoy Federatsii)
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel Rusianeg (ha yezhoù ar broadelezhioù e rannvroioù zo)
Kêr-benn Moskov
Gorread
-En holl
-% dour

17 075 400 km²
0.5%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

143 420 309 (2005)
8.4/km²
PrezidantVladimir Poutin (Владимир Путин)
Kentañ ministrMic'hail Michoustin (Михаил Мишустин)
Gouel broadel 12 a viz Even
MoneizRoubl (RUB)
Kod pellgomz7
Kod war ar Genrouedad.ru .su .рф

War daou gevandir en em astenn: Europa hag Azia, war ouzhpenn 9000 kilometrad eus Kaliningrad betek Vladivostok. Unnek rann-eur he deus. Tro-dro da Rusia emañ Norvegia, Finland, Estonia, Latvia, Belarus, Lituania, Polonia (an daou-mañ gant Oblast Kaliningrad), Ukraina, Jorjia, Azerbaidjan, Kazakstan, Sina, Mongolia ha Republik Demokratel ha Poblel Korea. Skeiñ a ra he aodoù war Meurvor Arktika, ar Meurvor Habask, ar Mor Baltel, ar Mor Du, Mor Kaspia, ar Mor Gwenn, Mor Barents, Mor Kara, Mor Laptev, Mor Siberia, Mor Okhotsk, Mor Bering, ha Mor Japan.

Goude Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel bezañ disac'het e 1991 eo Rusia deuet da vezañ un ekonomiezh varc'had gant ur renad parlamantel liesek. Vladimir Poutin eo prezidant ar stad kevreadel. Emañ Rusia e-barzh ar BRICS skoaz-ouzh-skoaz gant Sina, Brazil, India ha Suafrika.

Istor

Pennadoù dre ar munud : Istor Rusia

Kregiñ a ra istor Rusia e 862 pa eo savet Priñselezh Kiev gant ar Vikinged war tiriad a vremañ Bro-Ukraina, Bro-Velarus hag ul lodenn eus Rusia ar c'hôrnog. Andreiñ a ra Vladimir 1añ ouzh ar gristeniezh reizhkredenn e 988. Disrannañ a ra priñselezh Kiev tamm ha tamm abalamour da argadennoù pobloù kantreat ar stepennoù ha da gudennoù urvadur etre diskennidi Vladimir. Ur pempzek priñselezh bennak a zo savet, en o zouez hini Moskou e 1276. Aloubet int gant ar C'hKhan Batou, mab bihan Gengis Khan. Adunvanet int a-nebeudoù etre an XIIIvet hag an XVIvet kantved.

Kregiñ a ra tiernac'h ar Romanov e 1613. En em astenn a ra Rusia d'ar reter. Tizhet eo ar Meurvor Habask e 1640. Ergerzhet eo bro Strizh-mor Bering hag Alaska er bloavezhioù 1740.

War-lerc'h un dispac'h kentañ e 1905 e tarzh Dispac'h miz C'hwevrer e 1917 ha dont a ra Rusia da vezañ ur Republik. Krouet e Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel e 1922. Fontañ a ra an URSS e 1991. Krouet eo Kevread Rusia, Boris Yeltsin en e fenn. Adalek 2000 emañ ar prezidant Vladimir Poutin e penn ar jeu.

Gwelout ivez :

Politikerezh

Ur Republik kevreadel eo Bro-Rusia. Setu penaos eo aozet :

  • Prezidant ar Stad : dilennet gant ar bobl evit 6 bloavezh, 2 wezh d’ar muiañ (Vladimir Poutin abaoe 2012, c'hoazh e oa bet etre 1999 ha 2008). Ret eo kaout tri c'hard eus mouezhioù an Douma evit digargañ anezhañ.
  • Prezidant ar gouarnamant (Mic'hail Michoustin).
  • Ar galloud lezennel emañ gant ar Vodadeg kevreadel a zo 2 gambr dezhi :
    • An Douma : 450 kannad dilennet war-eeun gant ar bobl evit 4 bloaz.
    • Kuzul ar C’hevread : 178 dileuriad Sujidi ar C’hevread (strollegezhioù lec’hel).

E dilennadegoù diwezhañ an Douma e 2011 e oa aet ar plas kentañ da Rusia unanet, strollad prezidant Vladimir Poutin (238 sez). Aet e oa 92 sez gant Strollad komunour Kevredad Rusia, 64 gant Rusia reizh ha 56 gant Strollad Frankizour-Demokratel Rusia.

Rannoù melestradurel

83 elfenn gevreadel disheñvel a zo d’ar c’hevread :

Pep elfenn gevreadel (pe sujed kevreadel) a zo bodet e-barzh seizh distrig kevreadel. An distrigoù-se n'eus ket anezho rannoù broadel met rannoù melestradurel hepken.

Kêrioù pennañ

Douaroniezh

Thumb
Kartenn Kevread Rusia

Bro vrasañ ar bed eo Rusia, dirak Kanada. En em ledanañ a ra eus reter Europa betek norzh Azia. Derc'hañ a ra a-getep 25,3 % ha 74,7 % eus he ziriad. Dispati eo eus Norzhamerika gant strizh-mor Bering.

Dindan un hin kevandirel emañ lodenn vrasañ an tiriad. Plaenennoù ec'hon eo dreist-holl, stepennoù er su, koadeier er norzh hag an toundra a-hed aodoù ar Meurvor Arktel. Aradennadoù menezioù zo ivez : an Oural, ar C'hoakaz, an Altay, ar Sayan eo ar re bennañ. Menezioù-tan zo e Ledenez Kamtchatka, war aodoù ar Meurvor Habask.

An Don, ar Volga (stêr brasañ Europa, 3350 km, 1,4 milion a km²) ha stêrioù bras Siberia : an Ob (5 410 km, 2,99 milion a km²), an Yenisey (5 940 km, 2,58 milion a km²), al Lena (4 337 km, 2,49 milion a km²), an Amour (4 440 km, 1,85 milion a km²) hag ar c'hKolyma eo ar stêrioù brasañ.

Novaya Zemlya, Inizi Franz-Josef hag Inizi Sibiria-Nevez eo an enezegoù pennañ er Meurvor Arktek, hag an enezenn Sac'halin hag an Inizi Kouril er Meurvor Habask.

Al Lenn Baikal a zo ennañ 20% eus miradoù dour dous ar blanedenn.

Ekonomiezh

Un ekonomiezh varc'had eo deuet da vezañ goude bezañ diskaret ar renad soviedel. Mengleuzioù pinvidik-tre a zo, met start e vez tennañ gounit anezho abalamour d’an hin.

  • PDK : 309,95 miliard $ (2002)
    • Dasparzh ar PDK : Gennad kentañ – 7%, Eil – 37%, Trede – 56%
    • Dle publik : 22,2% eus ar PDK (2002)
  • Poblañs : 143,4 milion (73% anezho o vevañ e kêrioù)
    • Oad : 70,4% etre 15 et 64 ans
    • PDK/annezad : 1 750 $ (2002)
    • Feur dilabour : 7,7% (2002)
    • Poblañs dindan feur ar baourentez : 15% (2002)
  • Kresk :
    • Feur ar c’hresk : 6,4% (2002)
  • Eskemmoù kenwerzhel :
    • Ezporzhadurioù : 99,20 miliard $ (2002)
    • Enporzhadurioù : 41,53 miliard $ (2002)
    • Moneiz : roubl rusian (100 RUB = 2,95 € d’an 9 Kerzu 2005)
  • Lu:
    • 988 000 soudard, etre 2 hag 20 milion adarmead
    • Budjed : 8300 millon $

Poblañs

Thumb
Emdroadur ar boblañs etre 1991 ha 2008). Poblañs e miliadoù a annezidi.

81% eus ar boblañs a zo Rusianed etnek. 160 strollad kenelel all a zo.

Digreskiñ a reas ar boblañs goude fin an URSS. Krog eo da greskiñ endro adalek ar bloavezhioù 2010.

Yezhoù

Hervez mellad 68 ar vonreizh eo ar rusianeg yezh ofisiel Kevread Rusia. Kalz yezh a zo ur statud ofisiel ganto avat. Gallout a ra pep Republik kaout he yezh pe yezhoù ofisiel.

Div yezh a vez komzet alies gant an dud n'int ket eus ar genel rusian (da skouer rusianeg ha tatareg, oudmourteg, yakouteg pe armenieg).

Deskadurezh

E-touez ar re uhelañ eo ar feur alfabetekaat : 100 % (2003–2008).

Thumb
Skol-veur Stad Moskov

Etre 2003 ha 2008 e oa 96% ar feur skoliata kriz evit paotred ha merc'hed, ha 91% ar feur rik. En eil derez e oa 85% eus ar baotred ha 83% eus ar merc'hed ar feur skoliata. 21% eus ar vugale skoliataet a c'halle mont war ar Genrouedad er skol e 2007. Mammenn : Unicef (Deskadurezh; Meneger Diazez)

Digoust eo ar skol hag ar skol-veur, skrivet eo ar gwir-mañ ar Vonreizh zoken. Dibabet e vez ar studierien er skolioù-meur dre kenstrivadegoù avat. Skolioù prevez a c'hall koust kalz ivez. Gant Rusia emañ ar feur tud diplomet en Deskadurezh Uhel an hini uhelañ er bed : 54%. Dre e vez lakaet gant an Deskadurezh ar pouez war ar skiant hag an teknologiezh eo Rusia barrek war ar vezegiezh, ar matematikoù, ar skiantoù hag an imbourc'h aeregor.

Skol-Veur Stad Moskou ha Skol-Veur Stad Sant-Petersbourc'h eo ar skolioù-meur koshañ er vro. Skolioù-meur kevreadel all a zo avat.

Relijionoù

Sport

Ar mell-droad eo ar sport karetañ e Rusia. Skipailh broadel URSS a oa bet ar c'hentañ skipailh o kaout ar maout e kentañ kib mall-droad Europa.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (ru) Douma – Lec’hienn ofisiel eil kambr ar Parlamant

Notennoù ha daveoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.