Yuzevegezh adreizhet

Luskad ar Yuzevegezh From Wikipedia, the free encyclopedia

Yuzevegezh adreizhet

Ar Yuzevegezh adreizhet (pe reformet) anavezet ivez dindan an anvioù Yuzevegezh frankizour pe Yuzevegezh araogour zo ul luskad relijiel yuzev. Lakaat a ra pouez war natur kemmus ar feiz, penaos emañ an tu etik dreist an tu lidek ha penaos eo krediñ un diskuliadenn a-hed buhez an nen, e-liamm kreñv ouzh e spered hag e boell ha n'eo ket kreizennet ouzh diskuliadenn Menez Sinai. N'eus ket pouez kement-se war al lid ha n'eo ret heuliañ an halakha hervezo dre m'eo emren an hinienn en o luskad. Digor bras eo ouzh ar bed ha degemer a ra soñjoù ha levezonoù nevez.

Thumb
Diabarzh sinagogenn Emanu-El e kêr New York, ar sinagogenn frankizour brasañ er bed

Emañ orin al luskad adreizhañ en Alamagn en XIXvet kantved, gant pennaennoù savet gant ar rabin Abraham Geiger hag e geneiled. Abaoe ar bloavezhioù 1970 e oa bet divizet gant al luskad bezañ an degemerusañ posupl e-lec'h mont war-zu ur c'hlask bezañ splann-naet war an doueelezh. Ul liamm kreñv zo ouzh ar politikerezhioù araogour a-fet kevredigezh (benelouriezh, heñvelrevidi, eneb-gouennelouriezh...) dindan ar ger-stur Tukkun Olam (Dresañ ar bed). Emañ al luskad en e greñvañ en Amerika an Norzh.


Muioc'h a ditouroù Strolladoù sokial-sevenadurel, Istor ar Yuzevien ...
613 MitzvotHalac'haKabbalaMidrashMinhagTalmudTanac'h (Torah / Nevi'im / Ketouvim) • Targoum
Strolladoù sokial-sevenadurel
AchkenazedDjouhouriedMizrac'hedSamaritanedSefaraded
Istor ar Yuzevien
Brezelioù yuzev-romanDiasporaHarlu BabilonIstor ar Yuzevien er GrennamzerIstor ar Yuzevien en HenamzerTempl Jeruzalem
Istor ar Yuzevien dre vro
AlamagnBreizhBroioù muzulmanFrañsIsraelPoloniaRusiaSpagnStadoù-Unanet
Kredennoù yuzevek
Adgroueouriezh yuzevEsenedFariseedKaraegezhKristeniezh kentidikOrtodoksiezh yuzevSadukeedSamaritanegezhYuzevegezh an Eil TemplYuzevegezh adreizhetYuzevegezh frankizourYuzevegezh kentidikYuzevegezh virourZeloted
Lidoù
Listenn pedennoù ha bennozhioù yuzev
Yezhoù yuzev
Bouc'horegDjidiegGrouzinegHebraegLadinoegYidegYuzev-tateg
Strolladoù politikel er yuzevegezh
AliyahBrezel israelat-arabBundC'hasidegezhDishualidigezh ar YuzevienHaskalahHasmoneedIstor ar sionouriezhIstor Stad IsraelKibboutzSanhedrinSionouriezhTrevadennoù yuzevek e Palestina
Heskinerezh ar Yuzevien
EnepyuzevegezhShoah
Serriñ

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.