D'ar 1añ Genver 601 e krog ar VIIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 700.
- Krugelloù ha bezioù e traoñienn ar Mississippi.
- Barr ar sevenadurezh vaya (600-900).
- Sevenadurezh El Tajin e Stad Veracruz e Mec'hiko.
- Sevenadurzh Huari (600-1000) war uhelgompezennoù Perou. Sevenadurezh brezelgar a laka un termen d'ar sevenadurioù lec'heloc'h e Perou. Prientiñ a ra ar marevezh Inka.
- Preizhet ha devet eo Teotihuacan.
- Kevread nav meuriad turk "Tokuz Oghuz" e su hag e gevred al lenn Baikal.
- En em reiñ a ra Bhoutan d'ar voudaegezh.
- Dinerzhiñ a ra ar voudaegezh en India.
- Buhez ar prederour hindiiat Kumârila, eneber touet d'ar voudaegezh, dezreveller ar Mîmâmsâ.
- Skeudenn dañsourien oc'h en em reiñ d'an dañs odisi en Orisa war temploù e Bhûbaneśvarî, Purî gag e Konârak etre ar VIIvet hag ar XIVvet kantved.
- Dibenn ur renad boudaat mareadek er Sindh.
- En em staliañ a ra ar bobl Pyu e Birmania, en draoñienn greiz.
- E Korea, en em led rouantelezh Silla; unanet eo ganti al ledenez ha lakaat a ra un termen da varevezh an Teir rouantelezh.
- Xuan Zang (dle. Hsuan-Tsang) a veaj eus Sina da India, kent distreiñ da Chang An e Sina evit treiñ ar skriturioù Boudaat.
- E menezioù Japan ec'h emdro relijion ar Shugendo diwar levezon ar voudaegezh, an Daoegezh, ar Shintoegezh ha re all.
- Savet eo kêr Vrusel.
- Aloubet eo an Novempopulania, Gwaskonia da zont, gant ar Waskoned (dibenn VIvet, deroù VIIvet).
- Oadvezh an houarn germanek nevez e Skandinavia (600-800).
- Mestr eo ar Syered (Sveared), merdeerien, war Götered ar su e Sveden. Savet ez eus ur rouantelezh teokratek gant Uppsala da gêr-benn. Berzh a ra ar c'henwerzh en-dro da greizenn Birka, war un enez eus al lenn Mälar a gemer lec'h Helgö bep un tammig adal 800.
- Embann a ra tierniezh an Ynglingared e Sveden diskenn eus an doue Freyr. Eus an dierniezh-mañ e tiskenno rouaned norvegat ar Vestfold en IXvet kantved.
- Difraostadegoù e Sveden (lec'hanvioù e -rud, -ryd, -röd pe -red), kêriadennoù nevez, diorren an ostilherezh (bouc'hal houarn, arar skouarnek - plógr - a gemer lec'h an arar digilhor).
- E Skandinavia eo techet kinkladur al loened da bellaat diouzh levezon Roma evit tostaat d'ar stiloù reterel (arz ar "Skuted" pe arz ar stepennoù) ledet a-vras ha bet desket gant ar C'hGoted e kreisteiz Rusia moarvat.
- Bez lestr Sutton Hoo, East Anglia (Bro-Saoz a hiziv)
- Barzhoniezh saoz kentañ
- E deroù ar c'hantved en em stailh ar Slovaked (Slaved) e Slovakia. Deuet eus ar C'harpatoù e ra ar Groated o annez e Kroatia. Evit kelo ar Serbed, deuet eus Galisia ar reter, ez eont tre e Serbia. Ar Slovened e Slovenia, Karniol hag e Stiria (e-tro 602-610). Savet ez eus c'hwec'h tachenn disheñvel ha rakstadoù kroat ha serb.
- Emañ degouezhet ar Vulgared er Balkanoù.
- Nevezenti teknikel el labour-douar e Galia : arar rodek, harnez, freilh, oged, treiñ tribloaziek. Implijetoc'h-implijetañ e vint bep un tammig betek ar bloaz 1000.
- Treuzskrivet eo an danelloù keltiek meur e komz-plaen en Iwerzhon e dibenn ar c'hantved : Kelc'hiad Ulaid, gant e haroz Cú Chulainn, Kelc'hiad Finn, a ra dave da hengoun keltiek ar c'henvreuriezhioù brezel ha chase.
- E dibenn ar c'hantved eo degaset ar stleug da Bersia eus China
- Meneg kentañ ar c'hoari Chatrang, hendad ar c'hoari echedoù