From Wikipedia, the free encyclopedia
Plediñ a ra ar pennad-mañ gant an doare da envel annezidi Stadoù-Unanet Amerika.
E brezhoneg, evel er yezhoù keltiek all hag en ur bern yezhoù er bed (alamaneg, arabeg, galleg, rusianeg…), e vez graet gant ur stumm kevatal d'ar ger American, an anv a ra annezidi ar vro-se anezho o-unan, da lavarout eo gant Amerikan en unander, hag Amerikaned el liester, dreist-holl.
Anv zo, zoken, eus amerikaneg a-wechoùigoù[1], met saozneg SUA a vez graet peurliesañ eus an American English, evel ma vez laret er yezh-se.
Kinniget e oa bet, e 1983[2], lakaat kemm etre Amerikan, a vije bet mat evit SUA, ha Amerikad a vije bet mat evit ar c'hevandir a-bezh[3].
N’eo ket bet heuliet kaer an diforc'hañ-se, marteze abalamour m'eo re dost an eil stumm ouzh egile. Geriadur an Here a laka un tamm kemm etrezo : Amerikad a dalvez evit ar c'hevandir a-bezh ha netra ken, hag Amerikan evit ar c'hevandir a-bezh, hag ouzhpenn, ent-strizh, evit Stadoù-Unanet Amerika[4].
Sklaer eo ne ra ket berzh ar ger Amerikad abaoe 1983, hag e vez implijet ar ger Amerikan en daou ster, evel en holl yezhoù dre vras.
Alies koulskoude e vez implijet an termen Amerikaned pa vez c'hoant d'ober anv eus annezidi ar Stadoù Unanet. Graet e vez e-giz-se dre m'eo deuet Stadoù-Unanet Amerika da vezañ ar galloud armerzhel ha politikel brasañ en Amerika hag er bed a-bezh. En em silañ a ra o levezon sevenadurel dre-holl ivez, ha dreist-holl abaoe an Eil Brezel-Bed.
Daoust da se eo re ledan ha re amresis an termen Amerikaned pa vez c'hoant d'ober anv en un doare reizh eus annezidi ar vro-hont. Kalz brasoc'h eget SUA eo Amerika.
Kizidik eo annezidi Suamerika dreist-holl war ar poent-mañ. Ganto e vez graet ingal gant an termen « Estadunidense » pe « Estadounidense »[5], ha n'eo ket gant « Americanos » (Amerikaned) evit ober anv eus tud SUA.
Se zo kaoz e vez gwelet, abaoe 2006 dreist-holl, muioc'h-mui a vrezhonegerien oc'h ober gant ar gerioù Stadunanad (ha stadunanat), Stadunaniz. Betek ar ger stadunaneg zo bet savet[6].
E galleg eo ar ger Américain an hini degemeret hag erbedet gant servijoù ar Stad[7],[8].
Kavet e vez a-wechoù ivez États-Unien pe Étasunien, testeniet abaoe 1910[9], met n'eo deuet war-wel da vat nemet er bloavezhioù 1990. Daoust ma vez graet aliesoc'hik gantañ e Kanada eget en Europa n'eo ket ken stank an termen-se, ha gwelet e vez dre vras en daou du d'ar Meurvor Atlantel evel un termen dismegañsus, pe da vihanañ abegus e-keñver Stadoù-Unanet Amerika.
e vez graet e portugaleg Brazil, koulz ha gant « norte-americano », ar pezh a c'hallfe ober dave da annezidi Kanada pe Mec'hiko ivez.
An tri ger « norteamericano », « estadounidense » hag «americano»[21], erbedet gant an Akademiezh spagnolek, a vez graet gante, hervez an dud pe an degouezh, met meur a bennad er Wikipedia spagnolek ne reont nemet gant ar ger estadounidense[22], met lavaret e vez bepred fútbol americano da skouer evit mell-droad amerikan.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.