Sappho, Sapfo pe Safo (henc'hresianeg attek: Σαπφώ [sapːʰɔː], henc'hresianeg eoliek: Ψάπφω [psapːʰɔː]) a oa ur varzhez hag a veve e Mytilene, kêr-benn Lesbos, er VIIvet kantved kent JK. E Lesbos, e Mitilene pe en Eresos e oa bet ganet, etre –630 ha –612, ha marvet war-dro –570.
He barzhonegoù a veze meulet en Henamzer n'int ket deuet betek ennomp, nemet unan en he hed, ha tammouigoù eus re all. He brud avat zo brasoc'h evit biskoazh.
Krediñ a reer e oa merc'h da Skamander ha Kleis, hag he doa tri breur. Dimezet e oa. Atav e chomas en enez Lesbos, war -bouez ur pennad harlu e Sikilia, da dec'hel rak un dañjer dianav, war-dro -604, ha distreiñ a eure e -581.
Savet he devoa ur bagad merc'hed gouestlet da gehelidigezh Afrodite, ma veze mesket barzhoniezh ha sonerezh. Hir e voe he buhez.
E saozneg
Lord Byron a ra anv anezhi e poz XXXIX Childe Harold's Pilgrimage: