Renée Vivien
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Renée Vivien a oa anv-pluenn Pauline Mary Tarn (1877 -1909) lesanvet « Sapho 1900 », barzhez saoz c'hallek. Savet he deus sonedennoù, gwerzennoù deksilabennek, komz-plaen barzhoniel. Berr he voe he buhez pa varvas da 32 vloaz.
Pauline Mary Tarn a oa merc'h da John Tarn, ur Saoz pinvidik, ha d'ur Stadunanadez. He zad a varvas en 1886, hag a laoskas ur bern arc'hant ganti. E-pad he bloavezhioù-skol, tremenet e Pariz da gentañ hag e Londrez goude, e voe remerket he darempred gant Violet (pe Violette) Shillito (marvet en 1901), hag e kenskrivas gant Amédée Moullé en 1893, pa oa-hi c'hwezek vloaz hag eñ hanter-kant.
E 1899 e tistroas da chom da Bariz ma veve en ur ranndi a stroñs er rez-or, en niverenn 23, Avenue Foch, hag a zigore war ul liorzh japanat.
Beajiñ kalz a reas, da Japan, Mytilènos hag Istanbul dreist-holl.
E-touez he serc'hed e oa Natalie Barney
Skrivet he deus ivez evel Paule Riversdale ha kensinet oberennoù gant Hélène de Zuylen de Nyevelt de Haar.
Barzhonegoù Renée Vivien zo bet adembannet tostik en o hed gant ErosOnyx en 4 levrenn :
Adembannadurioù all :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.