Da gentañ holl e vez graet ar ger eus un den yaouank a zo benel e reizh, dizimez peurvuiañ. Da neuze eo enebet ar ger
ouzh paotr, un den yaouank a zo gourel e reizh; komzet e vez eus plac'hed ha paotred, pe eus paotred ha merc'hed kenkoulz all, rak implijet e vez merc'hed e-lec'h plac'hed ken aes ha tra;
ouzh maouez, ur ger a vez graet eus ar plac'hed pa vezont koshoc'h hag en oad da zimeziñ,
Met graet e vez gant ar ger ivez eus ne vern pe zen a reizh venel, bugel, krennardenn, maouez, gwrac'h.
Stank e kaver ar ger el lennegezh. Kaoz a vez alies eus
ar garantez etre paotr ha plac'h, tud yaouank neuze hag amourouzien, hag an darempredoù etrezo diouzh o renkadoù er gevredigezh. Pa veze ret d'ar plac'hed dimeziñ hervez c'hoant o zud e save bec'h a-wechoù.
ar plac'h yaouank klañv, hag ar garantez dibosupl
Kanaouennoù
Meur a ganaouenn a zo diwar-benn ar plac'hed, evel "Ar plac'h iferniet". Stank int e Gwerziou Breiz Izel.
Ar plac'h yaouank hag ar marv
Dodenn ar plac'h a vez tizhet gant ar marv a zo fonnus e lennegezhioù ar bed, pa vez skeudennet an dislavar splann etre un den glan ha diglok he buhez. En Europa e vez anavezet mat planedennoù krijus Antigon hag Ifigenia, kondaonet d'ar marv evit saveteiñ o broioù ha diwar abegoù politikel koulz hag abegoù relijiel.
E sonioù-pobl hag er c'hontadennoù e vez kaoz eus plac'hed a gav gwelloc'h dezho en em lazhañ eget bezañ palforset.
Alban Berg en deus savet ur c'h -Concerto evit ar violoñs e koun ur plac'h aet da anaon, Manon Gropius.
Oberennoù lennegel gant plac'hed evel penn tudennoù
Kontadennoù
Ar plac'h he zogig bihan, ur gontadenn-bobl
Alis e bro ar Marzhioù, ur gontadenn gant Lewis Caroll
Ar plach gant an alumetez hag Plac'hig vihan ar mor, kontadennoù gant Hans Christian Andersen
C'hoariva
Romeo and Juliet, gant Shakespeare, diwar-benn karantez daou zen yaouank
Romantoù
Lolita, ur romant gant Vladimir Nabokov, diwar-benn ur grennardenn ez eo douget un den war an oad dezhi.
Er relijionoù, meur a zoueez o deus stumm ur plac'h: Atena hag Artemis, an doueezed gwerc'h e mitologiezh ar C'hresianed. Atena a oa skeudenn ar plac'h speredek, ha brezelourez, pa oa Artemis, doueez ar chase hag ar werc'hded.
Meur a ster zo d'ar ger c'hoazh. Talvezout a ra evit:
ur vatezh, un tamm evel e saozneg gant maid (pe e galleg gant fille e-barzh fille de salle, fille de ferme);
ur plac'h yaouank, pe e vije ur bugel bras pe e vije ur grennardez, met n'eo ket ur vaouez deuet,
ur plac'h yaouank, ha n'eo ket ur wreg, ur vaouez dimezet, tre evel paotr yaouank eta,
ur vaouez, ha netra ken, hep derc'hel kont eus an oad: paotred ha plac'hed a c'hall bezañ yaouank pe kozh. Ur plac'h kozh zo evel ur vaouez kozh eta (gwelout Jules Gros, TBP II, p.416)
plac'hig (plac'hedigoù el liester): ur plac'h yaouankik, ur bugel pe ur grennardenn
plac'heta: mont da glask plac'hed
plac'hetaer: gwaz pe baotr o plac'heta
plac'hetaerez: merc'h pe vaouez o klask plac'hed, hag a blij dezhi ar plac'hed.