![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/ba/Map_Gallia_Tribes_Towns.png/640px-Map_Gallia_Tribes_Towns.png&w=640&q=50)
Pictones
From Wikipedia, the free encyclopedia
Pictones ha, diwezhatoc'h, Pictavi a raed e latin eus ur bobl c'halian a veve er c'hreisteiz da aber al Liger. Hervez an douaroniour Klaudios Ptolemaios e oa ar Pictones, pe Piktoned[1], unan eus pobloù Gallia Aquitania ha menegiñ a ra div gêr vras en o bro : Limonum (Limonum Pictonum, a zo Poitiers hiziv) ha Ratiatum (Reudied, er c'hreisteiz da Naoned). Hervez an douaroniour Strabon e verke al Liger ar vevenn etre Piktoned ha Namneted. Pelloc'h er c'hreisteiz e oa ar bobl anvet Santones o vevañ etre bro ar Biktoned hag aber ar Gironde.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/ba/Map_Gallia_Tribes_Towns.png/640px-Map_Gallia_Tribes_Towns.png)
E skridoù Julius Caesar e lenner e voe degaset listri d'ar Romaned gant ar Biktoned evit ober brezel ouzh ar Weneted e 56 kent JK. Diwezhatoc'h, e 52 kent JK, e voe ar Biktoned unan eus pobloù galian nemeto na gasjont ket tud da harpañ Vercingetorix e-pad stourm hennezh ouzh ar Romaned[2]. Emsavadegoù diwezhañ ar Biktoned ouzh ar Romaned, en-dro da Limonum, a voe flastret gant Gaius Caninius Rebilus ha gant Caesar e-unan.
Dre Portus Ratiatum (porzh Ratiatum, Reudied) e veze liammoù kenwerzh etre ar Biktoned hag enez Vreizh.