![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/br/thumb/0/0e/Krtn_Galianed.1.jpg/640px-Krtn_Galianed.1.jpg&w=640&q=50)
Namneted
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Namneted a oa ur bobl c’halian eus Arvorig. Etre ar Gwilen hag aber al Liger e oant o vevañ. Roud eus o anv a gaver en hini Naoned. « Samnited a rae Strabon ha Ptolemeus eus an Namneted . »[1]. En-dro dezho e oa pobloù all : an Andecavi er reter, Pictones (pe Pictavi) er c’hreisteiz d’al Liger, ar Weneted er c’hornôg hag ar Guriosolited hag ar Redones (pe Riedones) en hanternoz.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/br/thumb/0/0e/Krtn_Galianed.1.jpg/640px-Krtn_Galianed.1.jpg)
Gant ar Romaned e veze graet Condevicnum eus o c’hêr vrasañ, ur gêr a oa e kember al Liger hag an Erzh. En IIIe kantved e oa deuet da vezañ anvet Portus Namnetum, zo aet da Naoned goude ha da Nantes e galleg.