pobl galian From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Redones pe Riedones (hervez al latin)[1] pe Rêdoned[2] pe Riedoned[3] a oa unan eus ar pobloù galian diazezet e kornôg Gallia Lugdunensis, er vro zo tro-dro da Roazhon bremañ. Condate (deuet da vezañ Roazhon hiziv) e oa o c’hêr-benn. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ :
Goude ober brezel e Gallia Belgica (57 kent JK), Julius Caesar a gasas ul lejion da Arvorig, annezet gant ar Weneted, ar Redones, ha pobloù all c’hoazh diazezet etre ar stêrioù Seine ha Liger. Meneget eo ar Redones gant Caesar e-touez ar pobloù a oa o vevañ en Arvorig, en arvor ar Mor Atlantel[4]. Soublañ a rejont holl dirak Publius Licinius Crassus e-pad an hañv[5]. Un nebeud mizioù war-lerc’h avat e savjont a-du gant emsavadeg ar Weneted, asambles gant meur a bobl all eus Arvorig, met trec’h e voe ar Romaned. Pemp bloaz war-lerc’h, e 52 kent JK, e voe kaset soudarded gant ar Redones da dagañ armeoù Caesar en Emgann Alesia.
Dont a ra o anv eus ar wrizienn geltiek *reid- (« mont gant ur c’harr »), gant ul lostger -on-[6]. Talvezout a rae o anv eta kement ha « bleinerien girri ».
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.