From Wikipedia, the free encyclopedia
Paul Verhoeven, bet ganet d'an 18 a viz Gouere 1938 en Amsterdam, zo ur filmaozer izelvroat. Al lod brasañ eus e filmoù en deus aozet e Stadoù-Unanet Amerika (RoboCop, Total Recall, Basic Instinct, Showgirls).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh an Izelvroioù |
Anv e yezh-vamm an den | Paul Verhoeven |
Anv-bihan | Paul |
Anv-familh | Verhoeven |
Deiziad ganedigezh | 18 Gou 1938 |
Lec'h ganedigezh | Amsterdam |
Bugel | Helen Verhoeven, Claudia Verhoeven |
Yezh vamm | nederlandeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg, nederlandeg |
Micher | film director, senarioour(ez), television director |
Bet war ar studi e | Leiden University, Gymnasium Haganum, Netherlands Film Academy |
Diplom skol-veur | doktorelezh |
Deroù ar prantad labour | 1960 |
Relijion | dizoueegezh |
Ezel eus | Jesus Seminar |
Bet kinniget evit | European Film Award – People's Choice Award for Best European Film, European Film Award for Best Director, European Film Award for Best Film |
Deskrivet en URL | https://filmwiki.nl/Paul_Verhoeven_(regisseur) |
Rummad tost | Category:Films directed by Paul Verhoeven |
Studiañ reas ar skiantoù fizik hag ar matematik e skol-veur Leiden. Goude-se ez eas da vorlu an Izelvroioù ma teskas sevel teulfilmoù. Goude-se e kavas labour gant chadennoù skinwel an Izelvroioù. Berzh a reas gant an heuliad skinwel Floris e 1969. E film kentañ, Wat Zien Ik? (1971) e ditl, ne voe ket degemeret mat-tre. Met berzh a reas en Izelvroioù e 1973 gant Turks Fruit. Tamm-ha-tamm e teuas a-benn da vezañ brudet e diavaez e vro, gant filmoù evel Soldaat van Oranje (bet ur priz Golden Globe) hag ez eas da chom da Stadoù-Unanet Amerika. Degouezhet eno e cheñchas penn-da-benn : stagañ a reas gant filmoù feuls ha ker evel RoboCop (1987) ha Total Recall (1990), ma veskas dudi ha preder war stad ar gevredigezh (dreist-holl hini ar Stadoù-Unanet). Berzh a reas ivez gant Basic Instinct (1992), padal e c'hwitas gant Showgirls (1995). E 1997 hag e 2000 e reas berzh en-dro gant filmoù feuls : Starship Troopers ha Hollow Man. Ne voe ket degemeret mat-tre Starship Troopers gant ar vurutellerien amerikan a soñjas dezho e oa ur film ma save a-du Verhoven gant ar faskouriezh.
E 2005 e tistroas d'an Izelvroioù da aozañ Zwartboek, ur film diwar-benn an Eil Brezel-bed.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.